Mustafa II, ganet d'ar 6 a viz C'hwevrer 1664, a voe sultan an impalaeriezh otoman.

Mustafa II

Mab e oa da Mehmet IV ha da Emetullah Rabia Gülnuş Sultan.


Ren kemmañ

Ren a reas eus 1695 betek 1703.

Dindan e ren e voe kollet ar brezel ouzh emglev Aostria, Venezia, Rusia ha Pologn ha sinet feur-emglev Karloftcha (26 a viz Genver 1699).

Gant ar feur-emglev-se e voe roet Hungaria ha Treuzsilvania da Aostria, Ukraina da Bologn ha Dalmatia da Venezia.

Goude 1700 ec'h eas Mustafa II da chom en Edirne e plas Istanbul.

Soudarded Istanbul a gerzhas betek Edirne hag a zistroadas Mustafa d'an 22 a viz Eost 1703 evit lakaat e vreur Ahmet war an tron en e blas.

Mustafa a varvas nebeut goude, d'an 29 a viz Kerzu 1703.




En e raok:
Ahmet II
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
 
16951703
War e lerc'h:
Ahmet III