N'eus ket eus arc'hoazh

N'eus ket eus arc'hoazh (There's no tomorrow e saozneg) zo un teulfilm diwar-benn implij an energiezhioù fosil savet e 2012 gant ar sevener stadunanat Dermot O'Connor.

Synopsis kemmañ

Komz a ra eus an energiezhioù fosil, ha na vo ket posubl o erlec'hiañ gant energiezhioù all (pe e vefent nevezadus pe nukleel). Er fin e roer ur soñj war ar pezh a c'hallfemp ober evit bevañ gant kalz nebeutoc'h a energiezh, ha disteurel a reer an diskoulmoù diazezet war an deknologiezh.

Da gentañ e tispleger eus pelec'h e teu an energiezhioù fosil ; goude e tispleger penaos e vez eztennet energiezhioù fosil ha da betra e servijont, perak e vez nebeutoc'h-nebeutañ anezho, petra eo efedusted pep mammenn-energiezh, ha perak ne vo diskoulm ebet evit erlec'hiañ penn-da-benn an energiezhioù fosil.

Fichenn deknikel kemmañ

  • Titl orin : There's no tomorrow
  • Doare : teulfilm
  • Padelezh : 34 mn 54
  • Bro :   Stadoù-Unanet Amerika
  • Yezh orin : saozneg
  • Advouezhiañ e brezhoneg : 2012

Liamm diavaez kemmañ