Nǚshū

« Nǚshū » e skritur nushu.
« Nǚshū » e skritur nushu.

Arouezennoù
Klas Silabenneg
Yezh(où) mandarineg ; implijet e Jiangyong Sina, implijet gant maouezed hepken
Ren {{{ren}}}
Istor
Koulz XV-vet kantved da 2004
Krouer
Reizhad(où)
tost

 {{{nom}}}
Doare(où)
par
Doare(où)
deveret
Unicode
ISO 15924

An nushu (e sinaeg : 女書/女书 nǚshū, « skritur ar merc’hed ») a oa ur yezh implijet hepken gant ar merc’hed e kontelezh Jiangyong, er rannvro Hunan e Sina. Ar yezh-mañ a zo aet da get gant Yang Huanyi, plac’h diwezhañ a rae ganti, marvet d’an 20 a viz Gwengolo 2005.


Yezh an endon kemmañ

Ar yezh nushu a zo anezhi ur yezh bet ijinet 400 bloaz zo gant ar merc’hed ha ne oa nemet ar merc’hed a rae ganti. N’he deus tra ebet da welet gant ar sinaeg. Pal ar yezh-mañ a oa kaozeal etre merc’hed eus o santimentoù, o sekredoù, kuit da vezañ komprenet gant ar baotred. Ne chom kazi skrid ebet skrivet e nushu. Pep dornskrid a veze devet pe douaret asambles gant he aozerez. Dielloù a gaver memestra er rannvro emrenn Guangxi, e su Sina. Skerboù, seier, avelerioù gant arouezennoù nushu brodet warno a zo bet kavet. Ur geriadur nushu 1800 arouezenn ennañ a zo bet embannet nevez zo koulskoude gant Zhou Shuoyi, paotr kentañ en deus desket un tamm nushu.

Liammoù kemmañ