Ur stad priñsel eus India e oa Nabha. Lec'hiet e Panjab e voe krouet e 1763 goude aloubidigezh Sirhind gant ar gevredigezh sikh. An tiegezh Nabha, Hamir Singh en em stalias e Amloh a lakaas d'e gêrbenn.

Nabha
Stad Nabha
1763 – 1948

Banel Nabha

Flag

Location of Nabha
Location of Nabha
Pandjab e 1909
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Pandjabeg
Relijion Sikhegezh
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouet 1763
 - Staget ouzh India 1948
Gorread 2 453 km2
947 sq mi

Istor kemmañ

Brezel gant Jind hag an Impalaeriezh Moghal kemmañ

E 1774 e voe aloubet ar vro gant Gapjat Singh, raja Jind a stagas Amloh, Sangrur ha Badhson ouzh e rouantelezh. Rediet e voe hemañ da zilezel Badhson hag Amloh goude hanterouriezh Patiala met un darn eus stad Jin e chom Sangrur.

E 1776 e kevreas ar stadoù Sikh da stourm ouzh gouarner Hansi a oa bet kaset gant Delhi da adaloubiñ Jind. Goude an trec'h e stagas Nabha rannvro Rori. Goude marv Hamir Singh ez eas e vab Jaswant Singh da roue.

Ren Jaswant Singh kemmañ

Ret e voe d'ar roue nevez da herzel ouzh aloudabeg Zaman Shah Durani e 1798 asambles gant ar stadoù sikh arall. Tra m'edont o stourm war-dro Lahore, avat e voe sezizet Jind gant ar c'hantread Georges Thomas. Darn vrasañ ar stadoù sikh a yeas de sikour met faezhet e voent. Ne gemeras ket roue Nabha perzh en emgan ha tamallet e voe gant ar rouaned arall da vezañ un trubard. Enderc'hel e voe Nabha e-bazh feur-skrid 1801 gant jeneral Perron ma asantae hemañ da kas kuit Thomas ma yefe a stadoù sikh da wazed ar Varathed.

Brezel gant Patiala hag hanterouriezh Ranjit Singh kemmañ

E 1805 e tarzhas ar brezel etre Nabha kevreet gant Jind ha Patiala. Faezhet e voe a gevreidi ha rediet e voent da goulenn sikour digant Ranjit Singh. Saveteiñ ar vro a reas hemañ ha dezhi e roas un darn stad Maler Kotla en-doa distrujet. E 1808 e tegemeras priñselezh Khanna digantañ. Fiziañs ebet outañ o-doa ar rouaned sikh bihan avat, hag e 1809 en em lakaas Nabha dindan warizigezh Breizh Veur.

Ur stad Gwarezet kemmañ

Goude marv Jaswant Singh e 1840 yeas e vab Deoindar Singh da roue. E-pad ar Brezel Sikh Kentañ en-doa un emzalc'h ampellus ha goude an trec'h saoz e voe kaset kuit deus ar galloud hag erlec'hiet gant e vab Bharpur Singh. Un darn vras eus tachenn ar vro a voe roet ivez da stadoù Faridkot ha Patiala]].

Feal ouzh ar vreizhveuriz e voe Nabha e-pad Emsavadeg ar Sipailhed ha tachennoù ouzhpenn a zegemeras. E 1863 e varvas Bharpur Singh hag erlec'hiet e voe gant e vreur Bhagwan Singh a varvas hep her e 1871. Dibabet e voe ur roue nevez, Hira Singh e anv.

Staget e voe ouzh India e 1948

Perzhioù kemmañ

297.000 annezad en-doa Nabha e 1901 ha disrannet e oa e tri nizamat : Amloh, Phul ha Bhawai. Enderc'hel a rae 4 a gerioù ha 488 keriadenn. Da 13 kanol-fuzuilh en-doa gwir ar roue. Dindan evezh ur oberer plitikel postet e Patiala hemañ met kontrollañ a rae melestradur e rouantelezh.

Daveoù kemmañ