Nicaragua pe Nikaragwa, República de Nicaragua hec'h anv ofisiel, zo unan eus Stadoù Kreizamerika, etre Honduras en norzh ha Costa Rica er su, hag etre ar Meurvor Habask hag ar Meurvor Atlantel. Managua eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ.

Banniel Nicaragua
Banniel Nicaragua
Lec'hiadur Nicaragua

A-orin engenidik, europat hag afrikan eo ar boblañs. Ar c'hastilhaneg eo ar yezh kehentiñ, met miskitoeg, ramaeg, sumoeg hag ar c'hreoleg limonese (ur c'hreoleg saoznek e ziazez geriadel) eo ar yezhoù a vez komzet gant an henvroidi.

Istor kemmañ

Daniel Ortega eo ar prezidant abaoe 2006.

Armerzh kemmañ

Unan eus paourañ broioù Amerika eo Nicaragua. Hervez Programm Diorren ar Broadoù Unanet emañ 48% eus ar boblañs dindan treuzoù ar baourentez[1]. 15% eus an PDK ha 60% eus an ezporzhioù a ya gant al labour-douar. Ezporzhiet e vez kafe ha kig-bevin dreist-holl. Emañ an touristerezh o kreskiñ.

Aozadur melestradurel kemmañ

Daveoù kemmañ