Nidiad

kelaouenn lennegel

Nidiad a zo ur gelaouenn lennegel vrezhonek bet krouet e 2010 e Naoned gant Gwendal Piégais, Malo Adeux ha Hoel Mahe. Deuet eo er-maez bep tri miz etre 2010 ha 2019 (40 niverenn).

Niverenn gentañ Nidiad (Miz Genver 2010)

Kavet eo bet titl ar gelaouenn diwar labour Guy Étienne[1].

Enni e vez kavet ingal barzhonegoù, testennoù a brederouriezh pe Istor ha komz-plaen. Tud all o deus kemeret perzh er gelaouenn-se evel Yann-Varc'h Thorel, Ronan an Deroff, Dan Ar Wern, Alan Kervern, Yann-Ildut Galiou, Kevin Laquaine-Jakez, Manon Le Gourrierec, Celestine Doedens, Fabrice Coupechoux, Gayanêh Guerineau, Bigorn He!, Sören Hand, Olia Tsaplina, Youen Le Bris, Yulia Borisova, Tepod Mab Kerlevenez pe Fulup Pirc'hirin.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Gw. Lavar 18, p. 99-102