Nightwish

Bro orin Banniel Finland Finland, Kitee
Doare(où) Metal simfonek
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1996
Label(ioù) Spinefarm Records
Nuclear Blast
Roadrunner Records
Universal Music Group
Vertigo Records (Mercury)
Nems Enterprises
Century Media Records
Drakkar Records
Lec'hienn ofisiel www.nightwish.com

Izili Tuomas Holopainen
Floor Jansen
Erno "Emppu" Vuorinen
Kai Hahto
Troy Donockley
Izili bet er strollad Tarja Turunen
Sami Vänskä
Anette Olzon
Jukka "Julius" Nevalainen
Marco Hietala

Nightwish a zo ur strollad metal simfonek Finlandad stummet e 1996 e Kitee, e rannvro Kareli an Norzh. Sellet eo evel ur strollad ar muiañ diskouezus eus ar metal simfonek ha kiriek deus ar gounid a vrud gant an doare sonerezh-se e fin ar bloavezhioù 1990.

Memes ma z'eo deuet da vezañ brudet ar strollad en e vro orin gant embannadur e gentañ single, The Carpenter(1997), ar vrud etrevroadel en deus kroget gant embannadur an albumoù Oceanborn ha Wishmaster, e 1998 ha 2000, ha dreist-holl gant ar gannaouenn Sleeping Sun e 1999 a zo ar c'hentañ single ho vezañ er-maez deus harzoù Finland, a roio brud dezho e Europa a bezh.

E miz Here 2005, izili ar strollad a ziviz da skarzhañ ho ganerez, Tarja Turunen hag a zo erlerc'hiet ez ofisiel ar 24 a viz Mae 2007 gant ar ganerez Svedez eus Alyson Avenue, Annette Olzon. Albom diwezhañ ar strollad a zo deuet er-maez ar 28 a viz Gwengolo 2007.

Izili kemmañ

Izili a-vremañ kemmañ

Anv Deiz ganediezh Bloavezhioù oberiant er strollad Benveg Notenn
  Tuomas Holopainen 25 a viz Kerzu 1976 Abaoe 28 bloaz (1996) Touchennaoueg, Komposadur, Eil mouezh war Angels Fall First. Krouer ar strolad.
  Kai Hahto 31 a viz Kerzu 1973 Abaoe 5 bloaz (2019) Taboulin. Eillerc'h Jukka Nevalainen.
  Emppu Vuorinen 24 a viz Even 1978 Abaoe 28 bloaz (1996) Gitar ha Gitar boud war Angels Fall First.
  Troy Donockley 30 a viz Mae 1964 Abaoe 11 bloaz (2013) Benvegoù hengounel.
  Floor Jansen 21 a viz C'hwevrer 1981 Abaoe 11 bloaz (2013) Kan. Eillerc'h Annette Olzon.

Izili kozh kemmañ

Istor ar strollad kemmañ

Stummadur (1996) kemmañ

Nightwish a zo bet krouet gant Tuomas Holopainen, goude un nozvezh gant mignoned tro-dro d'un tan. Ar strollad en em stumm un tamm amzer goude, e miz Gouere 1996. Tuomas Holopainen a ped ar gitarour Erno Matti Juhani "Emppu" Vuorinen, en doa kejet un nebeut amzer a-raok, Jukka Antero Nevalainen ha Tarja Turunen, hep anavezout re e vouezh. Dizoloiñ a reont e gwir barregezh er c'han lourennek pa pleustr ar c'hentañ wech gant ar strollad.

D'ar mare-mañ, ho doare a zo diazezet war pleustradennoù Tuomas Holopainen war an touchennaouegoù, ar gitar klevedoniel(acoustic) ha mouezh Tarja Turunen. An tri musisian a enroll neuze ho c'hentañ demo (hep anv) eus miz Here da mz Kerzu 1996. An anv "Nightwish" a zeu d'eus titl ar c'hentañ kanaouenn enrollet gant ar strollad en e bezh, an ton-se, The Forever Moments ha Etiäinen a oa war an demo. Kentañ soñj ar strollad a oa komposañ sonerezh peronel, graet evt bezañ c'hoariet tro-dro d'un tan. Met, goude an enrolladennoù e kav Tuomas eo mouezh opera Tarja re galloudus evit ur raktres evel-se, ha diviz a ra lakaat elfennoù metal.

Tostadur d'ar metal (1997) kemmañ

E penn kentañ 1997, an tambouliner Jukka Nevalainen zeu barzh ar strollad. Er memes koulz a gitar klevedoniel Empuu Vuorinen a zo eilerc'hiet gant ur gitar tredan: daou menoz speredek dre ma Tuomas Holopainen en deus choazet cheñch stil sonerezh orin Nightwish a reiñ dezhañ ur son metal. Ar strollad a zeu da vezañ tostorc'h deus ar pezh eo bremañ.

E miz Ebrel 1997, NIghtwish a za barzh ar studio evit enrollañ seizh kannaouenn, mui ur stumm gwelloc'h deus o kannaouenn a oa war o demo, Eriäinen. Ar strollad hep soner gitar boud c'hoazh, Empuu Vuoriten a raio, gant ar gitar tredan, son ar gitar boud. E Mae, sin a reont ur c'hontrat gat al label finlandad, Spinefarm Records evit daou albom. Angels Falls First, ho gentañ albom a zeu er maez e miz Du ha tizout a ra an 31vet plas er charts finlandad. Ar single The Carpenter, aet er-maez e miz Ebrel, a zo, emañ e trede plas.

Nightwish a ra e gentañ sonadeg goude ur vloaz bezañ, e miz Kerzu 1997, en oker orin, Kitee. E-pad ar goañv 1997-1998, ar srtollad a son seizh gwech nemetken peogwir an tambouliner Jukka Nevelainen hag ar gitarour Emppu Vuorinen a rank ober o servij soudard ha Tarja Turunen n'he deus ket echuet e studioù.

E-pas an amzer-se, Spinefarms Records a verzh galloud ar strollad, ha hiraat a ra ho emglev da un albom muioc'h.

Anaoudegezh etrevroadel (1998-2000) kemmañ

E 1998, ar strollad a zeu da vezañ brasoc'h gant un den nevez, ar soner gitar boud Sami Vänskä, ur mignon kozh deus Tuomas Holopainen. Goude filmañ ar c'hentañ klip evit ar gannaouenn The Carpenter eus an albom Angels Fall First, ar strollad a embann un albom nevez, Oceanborn. Ar c'haner Tapio Wilska (Ezel kozh deus ar strollad Finntroll) a kemer perzh e div gannaouenn (Devil and the Deep Dark Ocean ha The Pharaoh Sails to Orion), o vezañ ar c'hentañ den pedet en un albom eus Nightwish. Oceanborn a pign d'ar 5vet plas er charts finlandiz; kentañ single an albom, Sacrament of Wilderness, a za eeun d'ar c'hentañ plas eus ar singles ha chom a ra evel-se e-pad meur a sizhunvezhioù.

An eil single da zont er-maez a zo Walking in the Air, un adkemeradenn deus oberenn ''Howard Blake'', un tamm deus bandenn son Ar Boulomig Erc'h. Tuomas a well evit ar c'hentañ wech an tresadenn bev-mañ seizh bloaz 'zo, ha huñvreal a ra ober un adkemeradenn eus ar sonerezh. Lâret n deus e oa evitañ an hini bravañ en defe skrivet.

E 1999, enrollañ a reont ar single Sleeping Sun (Four Ballads of the Eclipse), da vare ar fallaenn-heol an 11 a viz eost 1999 gwelet eus Allamagn. AR single (Gant ar gannaouennoù Sleeping Sun, Walking in the Air, Angels Fall First ha Swanheart) a zo gwerzet e 15 000 skouerenn ar miz kentañ e bro Allamagn. Sleeping Sun a zegas ar strollad da dreiñ e trede videoklip ha dont a ra da vezañ unan deus kannaouennoù breudetañ Nightwish, gant Nemo hag I Wish I Had an Angel (a zeuio er-maez diwezatoc'h en albom Once).

Oceanborn a zeu da vezañ pladenn aour er memes bloavezh.

Ar vloaz goude, e 2000, Nightwish a gemer perzh d'an dibab finlandad evit an Eurovision gant ar gannaouenn Sleepwalker (deuet er-maez war an embann ispisial an albom goude). Eilvet int gant ar publik met ar jury a zivie lakaat anezho en trede plas. Ar Finland a vo diskouezet gant Nina Åström.

E miz Mae e zeu er-maez an trede albom studio, Wishmaster, a zeu da vezañ ar c'hentañ eus ar charts finlandad ha chom a ra evel-se e-pad tri sizhun a-raok bezañ pladenn aour. A-raok an albom eo deuet er-maez ur CD promo, The Kingslayer, ur gannouenn savet gant Tuomas Holopainen diwar ar fuzilhadeg e Lise Columbine. Ar gannaouenn a zo un eskemm etre Tarja Turunen hag un den pedet(graet gant Ike Vil, kaner Babylon Whores).

Laz-seniñ ha soner gitar boud nevez (2001-2003) kemmañ

 
Marco Hietala, eillerc'hier Sami Vänskä.

E 2001, Nightwish a lak er-maez un adkemeradenn deus Over the Hills and Far Away deus Gary Moore. An ton a zeu er-maez e-barzh an EP Over the Hills and Far Away gant daou don nevez hag ur remake deus Astral Romance, ur ganaouenn deus an albom gentañ ; Tony Kakko(eus Sonata Artica) ha Tapio wilska adare a gemer perzh en enrolladenn. Ar CD-se a zeu da vezañ disk-aour e Finland. Ar strollad a embann ivez kasedig-video, DVD ha CD an enrolladenn eus ar sonadeg e Tampere an 29 a viz Kerzu 2000, anvet From Wishes to Eternity.

Nebeut amzer goude, Tuomas a gav n'eo ket mui Sami Vänskä dedennet ha kinnig a ra dezhañ kuitaat ar strollad. Eillec'hiet eo gant Marco Hietala, a zalc'h e blas en e strollad Tarot, en deus stummet gant e vreur (kuitaat a ra memestra e strolad all, Sinergy). Ar soner gitar-boud, ouzhpenn da c'hoari d'e benveg en em lak da kanañ. Tuomas en deus diskleriet e chomfe e liamm gant Sami evit paouez gant ar vrud ne defe ket mui kaozeet gantañ abaoe.

E 2002, Nightwish a embann Century Child, gant ar singles Ever Dream ha Bless the Child. An difoc'h pennañ gant an albomoù all a zo e kemer perzh ul laz-senniñ war Bless the Child, Ever Dream, Feel For You ha Beauty of the Beast, a lak da vezañ an tonioù tostoc'h diouzh ar sonerezh klasel. The Phantom of the Opera a zo bet adkemeret eus an ton brudet bet savet gant Andrew Lloyd Webber. Century Child a zo deuet da vezañ pladenn aour div eur goude e embannadur nemetken, ha platin div sizhun goude[1], ar pezh a zo ur rekord er charts finlandad. Goude ar c'hlip Bless the Child, ur c'hlip all a zo enrollet evit End Of All Hope met hep single ar wech-mañ. Er c'hlip e vez kavet tammoù eus ar film finlandad Kohtalon kirja[2].

Notennoù kemmañ

  1. Garry Sharpe Young, Metal: the definitive Guide,2007, pp.285-287
  2. 30 a viz Du 2005 - Kohtalon Kirja DVD