Sant Nikolaz a zegas amañ. Evit sterioù all Sant-Nikolaz, gwelet Sant-Nikolaz (disheñvelout).

Sant Nikolaz, anavezet evel sant Nikolaz Mira pe sant Nikolaz Bari (Patara, Likia, 270345) a oa eskob Mira en Azia Vihanañ. Ur sant poblus eo, ha diwarnañ eo bet krouet an Tad Nedeleg.

Nikolaz Mira

Etre istor ha mojenn kemmañ

Kempredad Sened-Meur kentan Nikaia e voe. Hervez an hengoun e saveteas o buhez da dri ofiser roman bet kondaonet e gaou d'ar marv gant an impalaer. Argouroù en deus roet ivez da veur a blac'h yaouank paour, a vije bet tonket d'an dizenor hep e skoazell. Ar burzhudour bras-mañ a vez kehelet a-unan gant an ilizoù reizhkredennek ha katolik. En XIvet kantved eo e kreskas e vrud er C'hornôg, gant treuzdougenadur e relegoù da gêr Vari e kreisteiz Italia.

Bez ar sant kemmañ

 
Bez Sant Nikolaz e Thomastown, Iwerzhon

Meur a vez zo anavezet dezhañ, pa voe kaset e relegoù eus Azia da Europa.

Mojennoù kemmañ

A bep seurt mojennoù zo bet steuet diwar e benn. Darn a ra anv eus Sant Nikolaz o saveteiñ listri a oa o vont da goll war ur mor diroll, pe o sioulaat an avelioù, pe o sturiañ al lestr d'ar porzh.

Gouel kemmañ

D'ar 6 a viz Kerzu emañ Gouel Nikolaz[1] e meur a vro en hanternoz ha kreiz Europa, ha dreist-holl Belgia, Luksembourg, Loren, Elzas, an Izelvroioù (broioù eus an Impalaeriezh Santel), hag Alamagn dre vras, ha Suis, ma ro profoù d'ar vugale fur. Lidet e vez ivez en Akitania, Spagn hag Italia.

Sant paeron kemmañ

Sant paeron Loren ha Rusia eo, hag ivez hini Freiburg (Suis) hag ar skolidi.

Taolennoù kemmañ

Lennegezh kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù kemmañ