An Nomenclator eo an anv a vez roet peurvuiañ d'ul levr anvet Nomenclator, communium rerum propria nomina Gallico indiomate indicans ... Auctore Hadriano Ivnio ... en cette dernière édition a esté adioustée la Langue Bretonne, par Guillaume QVIQVIER de Roscoff, G. Allienne, Morlaix, 1633 .

Al levr kemmañ

Ul levr latin ha gallek eo, gant brezhoneg e-barzh, embannet e Montroulez e 1633, e dibenn marevezh ar c'hrennvrezhoneg. Un dastumad gerioù-micher eo an Nomenclator, embannet 1555 en Augsburg (Alamagn), hag adembannet meur a wech, hag en un toullad yezhoù, evel ar brezhoneg.

An anv kemmañ

Dont a ra an anv eus an nomenclator, ar sklav a veze gant Romaned pinvidik hag a oa karget da zerc'hel soñj eus anvioù an dud a zegouezhe gant e vestr.

An oberourien kemmañ

Savet e oa bet al levr gant an Izelvroad Hadrianus Junius, brudet en Europa, hag ouzhpennet brezhoneg gant Guillaume Quiquier, a vez lavaret Gwilherm Kiger anezhañ gant tud zo.

Ar mouler kemmañ

Georges Allienne, mouler e Montroulez, a embannas al levr teir gwech: e 1626, e 1632 hag e 1633.

Embannadur 2000 kemmañ

Adembannet eo bet al levr ha notennaouet gant Gwennole ar Menn.

Levrlennadur kemmañ

  • Le Nomenclator latin-français-breton de Guillaume Quiquer de Roscoff (1633) réédité et annoté par Gwennole Le Menn, Skol 2000.