Numerianus, pe Marcus Aurelius Numerianus, a voe impalaer roman adal Eost 283 betek miz Du 284.

Numerianus, war ur pezh moneiz

E vuhez kemmañ

Mab e oa d'an impalaer Titus Lucretius Carus. En 282 e voe anvet da Caesar gant e dad, war un dro gant e vreur Carinus. Gant e dad ez eas da vrezeliñ ouzh ar Bersed. Carus a roas ar C'hornog da Garinus a voe anvet neuze da Augustus.

Hervez an Historia Augusta e oa un den tregont vloaz, prezeger mat, met n'eo ket se perzhioù un impalaer eus an amzer-se. Bulumet e oa bet e lagad, kizidik e oa ouzh ar sklêrijenn, ma ranke chom en e deltenn. Ar prefed Arrius Aper, a oa tad-kaer dezhañ, a gemeras penn an arme. Spontet e oa bet ar soudarded gant marv trumm an impalaer Carus, ha ne felle ket dezho brezeliñ ken, ha goulenn a raent distreiñ d'an douaroù roman. Hag an arme war he c'hiz eta, da Asia.

Marv Numerianus kemmañ

Numerianus a voe kavet marv en e deltenn. Arrius Aper a guzhas e varv, o lavarout e oa klañv bepred gant e zaoulagad, ne c'halle ket mont er-maez ha n'houle gwelout den nemetañ. En kas a reas en ul leter da Nicomedia. A-benn un toullad deizioù e voe ken kreñv flaer ar c'horf ma voe dizoloet an afer. Tamallet e voe Arrius Aper war leur-greiz an arme, tra ma voe anvet da impalaer penn gwarded an impalaer, Diocles. Ha Diocles da skeiñ Arrius Aper gant ar gontell, hep e leuskel d'en em zisplegañ.

Hervez an Historia Augusta eo Arrius Aper a oa muntrer Numerian. Diskred warnañ a c'haller kaout bepred, met brasoc'h diskred c'hoazh a c'haller kaout rak emzalc'h Diocles.