Krouet e oa bet Oblast Emren Adigeya, enbarzhiet en Unaniezh Soviedel, d'ar 22 a viz Eost 1922, gant ar sez melestradurel e Krasnodar.

D'an 13 a viz Eost 1928 e oa bet laket dindan beli Kari Krasnodar ha dont a reas Maykop da vezañ ar sêz melestradurel nevez e 1936 da geñver ar c'hemmoù lakaet e pleustr war-dro bevennoù an oblast.

D'an 3 a viz Mezheven 1991, goude ma'c'h eas an Unaniezh Soviedel da get, e teuas da vezañ ur Republik enbarzhiet e Republik Kevreadel Rusia: Republik Adigea.

Gwelet ivez kemmañ