Oabl

egorenn a-us an douar
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An oabl eo an egorenn a weler a-us d'ar penn pa vezer er-maez. Seblantout a ra bezañ ur seurt bolzenn harzet war-du pep roud-avel gant an dremmwel. Gwiskadoù treuzwelus lodenn izel aergelc'h ar Voul-Zouar eo. Eno e weler ar meteorennoù, da lavaret eo traezennoù a bep seurt pell pe dost. Meur anezho a zo fenomenoù deuet eus mont-en-dro an aergelc'h hag eo danvez studi an oablouriezh (pe "meteolorogiezh").

Ger all hag adfurmoù kemmañ

An neñv a zo ur ger implijet e meur a zegouezh gant ar memes ster eget an oabl, met tuet eo ar vrezhonegerien hag ar skrivagnerien da virout neñv ha neñvoù evit ar meizad relijiel. Sellet ouzh neñv.
Furmoù all a vez kavet :

  • Furmoù koshañ : koabr ha kounabr/kouñabr
  • Oabr kavet asambles gant oabl e Bro-Leon ha kavet ivez e Kerne
  • Abr (Kerne-Uhel) hag Ebr (Bro-Gwened)

Oabl an deiz hag oabl an noz kemmañ

Diwar ar gouloù kreñv ha ar sked degaset gant an Heol eo disheñvel bras an oabl pa vez an deiz ha pa vez an noz. E korf an deiz e tegas an Heol ur gouloù kalz lufrusoc'h eget ar c'horfoù-oabl all ken ne c'heller gwelout anezho nemet en noz (a-wechoù e weler al Loar pe wGwener en deiz koulskoude). Gouloù an Heol a zo ul liv melen-gwenn dezhañ hag ez eus pep liv ar spektr ennañ. Da noz e tegas al Loar ur gouloù gwan awalc'h ha dizingal hervez he c'hresk-digresk hag ar c'houmoul ma 'z eus anezho.

Oabl ar steredoniezh kemmañ

Pa tro an Douar war hec'h ahel e seblant ma 'z eont d'en em sevel pep korf-oabl war-du ar Reter (ar Sav-Heol a reer anezhañ ivez) ha ez eont d'en em guzhañ dindan linenn an dremmwel war-du ar C'hornôg (ar C'huzh-Heol a reer anezhañ ivez). Ar c'horfoù-oabl a c'helle gwelout hep mekanik arbennik a zo an Heol, al Loar, un nebeud planedennoù, ar mein-kurun, hag darn eus ar stered, ar steredennoù lostek en o zouez.

Doueoù kemmañ

  • Ouranos eo an Oabl e mojennoù Hellaz kozh.

Gerioù gant oabl enno kemmañ