Oberiadur Pamphlet (saozneg: Operation Pamphlet), lesanvet Charreadeg Pamphlet (saozneg: Convoy Pamphlet), a oa bet un oberiadur dezougen e-pad an Eil Brezel-bed. Padet e oa etre Genver ha C'hwevrer 1943. Ar pal a oa bet kas an 9vet divizion aostralian eus Egipt betek Aostralia. Ar charreadeg a oa savet gant pemp bag dezougen, a oa difennet diouzh ar Japaniz gant meur a vag brezel Kevredet etre ar Meurvor Indian hag arvorioù Aostralia. An divizion a oa aet kuit eus Egipt e fin miz Genver 1943 hag echuet e oa an oberiadur d'ar 4 a viz C'hwevrer. Ne voe darempred ebet etre bigi ar re Gevredet ha re Impalaeriezh Japan. An divizion a oa erruet betek porzhioù Aostralia e fin miz C'hwevrer hep bezañ bet koll ebet dre un obererezh enebour.

An Île-De-France hag an Aquitania e-pad ar Charreadenn Pamphlet
Hent ar C'harreadenn Operation Pamphlet a-dreuz ar Meurvor Indian
Poltred eus ar soudarded war bourzh ar vag Nieuw Amsterdam. Ar re er c'hentañ plan a zo o rouzañ.

Levrlennadur kemmañ

  • Coates, John (1999). Bravery Above Blunder: The 9th Australian Division at Finschhafen, Sattelburg, and Sio. South Melbourne, Aostralia: Oxford University Press. (ISBN 0195508378.)
  • Coates, John (2006). An Atlas of Australia's Wars. Melbourne: Oxford University Press. (ISBN 0195559142.)
  • Day, David (1993). Reluctant Nation: Australia and the Allied Defeat of Japan 1942–45. Melbourne: Oxford University Press. (ISBN 0195534530.)