An obolenn[1], a oa ur pezh moneiz a veze en implij en Henc'hres. Implijet eo bet ivez en Europa ar Grennamzer, e Bro-C'hall betek an Dispac'h Gall hag en Impalaeriezh Breizh-Veur betek an XIXvet kantved.

Obolenn 12 mm he zreuzkiz
poltred Demetrius Iañ (Rouantelezh Baktria) warni
Circa 190 kent J.-K.
Obolenn 34 mm he zreuzkiz
Stadoù Unanet an Inizi Ionian
1819

Gerdarzh kemmañ

Diwar an henc'hresianeg ὀβολός obolos, ὀβελός obelós, ὀβελλός obellós, ὀδελός odelós, "ivinenn", "tammig metal".

Moneiz kemmañ

Pezhioù moneiz kozh eo an obolennoù. Er penn-kentañ, hervez Ploutarc'hos ([[c. 46c. 125), e oant tammoùigoù kouevr pe arem a veze nevidet dre o fouez : 6 obolenn a yae d'ober un drachma "un dornad", da lavarout eo 4,31 g en Attika ha 6,3 g en Aigina[2],[3].

 
Obolos e stumm barrennoù
Midi ar Moneiz, Aten

Furchadennoù en Argos, unan eus henañ kêrioù ar bed, a zegasas er gouloù dousennadoù eus an obolennoù kentañ, hag a zo koshoc'h eget 800 kent J.-K. Gant an henoniourien e voent deskrivet evel "rikoù moneiz" kentoc'h eget pezhioù moneiz, pa ne oant ket kognet ha ne oa anezho nemet tammoù metal na servijent ket da fardañ traezoù[4].
Hervez Ploutarc'hos bepred e oa e Sparta obolennoù houarn e stumm barrennoù, evit ma vefe diaes berniañ pinvidigezhioù[5].

En Aten e veze eskemmet obolennoù e stumm pezhioù moneiz arc'hant, hogen ret e veze bepred kaout 6 obolos d'ober un drachma ; pezhioù 2 obolenn ha 3 obolenn a oa ivez, anvet diobol ha triobol. Un obolenn a dalveze 8 χαλκοί khalkoí, "kouevrenn.

Lidoù kañv kemmañ

Sebeliet e veze ar re varv gant un obolenn en o genoù, evit ma c'hellfent goprañ Haides da dreuziñ ar stêr Ac'heron. Hervez ur vojenn, kondaonet e veze ar gerent re baour pe re bizh evit paeañ da gantren war ribl ar stêr e-pad kant vloaz.

Pouez kemmañ

Da unanenn evit pouezañ traezoù e talveze an obolenn ivez, koulz en Henc'hres hag en Impalaeriezh roman.[3]

Notennoù kemmañ

  1. Geriadur istorel ar brezhoneg.
  2. Ploutarc'hos, Les vies des hommes illustres – Vie de Lysandre, troidigezh gant an abad Dominique Ricard, 18868 — Lenn en-linenn
  3. 3,0 ha3,1 Evit gouzout hiroc'h, gwelit ar pennad Reizhiad unanennoù henc'hresian.
  4. (en) FOKKENS, Harry & HARDING, Anthony : The Oxford Handbook of the European Bronze Age, Oxford University Press, 2013 (ISBN 978-0199-57286-1)
  5. Ploutarc'hos, Vie de Lycurgue - 9