Octavio Paz zo ur barzh mec'hikan ganet e Kêr-Vec'hiko e 1914, ha marvet er memes kêr d'an 19 a viz Ebrel 1998.

Octavio Paz

Stourmet en deus enep d'ar faskouriezh ha graet anaoudegezh gant Louis Aragon ha Pablo Neruda da vare brezel diabarzh Spagn.

Bet en deus priz Nobel al lennegezh e 1990.