Olimpia Fulvia Morata

Olimpia Fulvia Morata, ganet e 1526 e kêr Ferrara, en Italia, ha marvet d'ar 26 a viz Here 1555, a oa ur vaouez a zeskamant, kelennerez ha skrivagnerez italian er XVIvet kantved.

Olympia Fulvia Morata

He buhez kemmañ

Merc'h e oa da Fulvio Pellegrino Morato – ha hi graet Morata anezhi – ha da Lucrezia Gozzi. Skoliet e voe gant he zad, ul lenneg kelenner yezhadur da briñsed yaouank an Tiegezh Este, a oa e darempred gant desketañ tud Italia. Dizemglev a savas etre he zad hag an dug Alfonso Iañ d'Este e 1532, ma'z eas Fulvio Morato hag e diegezh da Vicenza da chom ha ma kelennas da yaouankizoù a ouenn uhel, evel Alessandro Trissino ha Giulio Thiene, ma tarempredas lenneion evel Celio Secondo Curione ha Celio Calcagnini ha ma kreder e savas ur gellig kalvinegourion.

Ferrara kemmañ

Pa zegouezhas Ercole II d'Este da zug e tistroas da Ferrara e 1539 da vezañ kelennerez Alfonso hag Alfonsino, besterd an dug nevez varvet, tra ma voe degemeret e verc'h Olympia gant pried an dug, Renata, dugez Ferrara, dezhi da genderc'hel gant he studi a-gevret gant Anna, merc'h an duged, ganet e 1531, ha pemp bloaz yaouankoc'h egeti. Renet e vezent en o studi gant tad Olympia evel-just, hag ivez gant al lenneien alaman Kilian Senf, lesanvet Sinapius, ha Johannes Senf, medisin Renata ha breur da g-Kilian.
Gant spered digor ha brokus an dugez Renata e c'halle holl yaouankizoù al lez kavout levrioù, adal ar Bibl italianek Antonio Brucioli betek oberennoù Homeros e gregach ha latin, adal Salterio Martin Butzer betek oberennoù Herodotos, Aristoteles, Cicero hag Ovidius. Da zaouzek vloaz e ouie Olimpia kaozeal e gregach koulz hag e latin ha brudet e oa he gouiziegezh ha meulet he c'harantez ouzh ar sevenadur klasel. Troet e oa gant ar brotestantiezh, levezonet ma oa gant he zad, ha gant doug an dugez d'ar galvinegezh.

Un toullad tud brudet e metoù al lizhiri ha douget d'ar brotestantiezh evel Jean Calvin, ar varzhez Vittoria Colonna hag ar barzh gall Clément Marot a deue da welout an dugez. Pa oa krennardez e prezegas Olympia diwar-benn oberoù Cicero ha Calvin[1].

 
Celio Secondo Curione

Johannes Senf a oa e darempred gant Erasmus hag e ziskibien eus kelc'h Bologna, Fileno Lunardi ha Giovanni Angelo Odoni, gant Martin Butzer ha gant Jean Calvin, a oa deuet e 1536 incognito da lez Ferrara, ha Senf a c'houlennas digantañ goulenn evitañ dorn Françoise de Boussiron, dimezell gant Renata ha mignonez d'ar Reformour[2].

Met al lenneg a voe e darempred gant Olimpia dreist-holl eo Curione, an hini en devoa bountet he zad da studiañ ar Skriturioù ha, goude an dec'hadenn eus Ferrara e miz Eost 1542, en devoa kaset dezhañ, e 1544, e oberenn Pasquillus extaticus,[3] ur flemmskrid eus liderezh ar relijion katolik. Kuit da Alamagn ez eas Sinapius e 1545, ma chomas Olimpia hep kelenner eno.

En 1546, ha hi 20 vloaz, e kuitaas al lez d'ober war-dro he zad, ha goude e varv, war-dro he breudeur ha c'hoarezed. Tad Olimpia a oa troet ouzh ar brotestantiezh a-raok mervel, ha mont a reas Olimpia a-du gant kelennadurezhioù Luther ha Calvin. Distreiñ a reas d'al lez, met dimeziñ a reas he mignonez Anna d'Este d'ar priñs gall Frañsez Guise, ma en em gavas digenvesoc'h eget biskoazh. Tremen a rae hec'h amzer o studiañ prederouriezh hag o kenskrivañ gant Gasparo Sardi, a zedias dezhi e oberenn De Triplici Philosophia[1].

Alamagn kemmañ

War-dro dibenn 1550 e timezas d'ur studier alaman yaouank war ar medisinerezh hag ar brederouriezh, Andreas Grundler, hag a oa eus Schweinfurt, en Bavaria.

 
Ti-kêr Schweinfurt.

En 1554 ec'h eas gantañ d'e vro c'henidik, ma oa bet anvet da vedisin gant ar soudarded spagnol eno. E 1553 e tegouezhas ar margrav Albrecht von Brandenburg gant e arme da breizhata hag e kemeras Schweinfurt, ma teuas un arme brotestant da lakaat seziz warnañ. A-benn ar fin ec'h eas Albert hag e soudarded kuit, ma c'hallas Olympia hag he fried tec'hel ac'haleno.

Degouezhout a rejont e Heidelberg en 1554, ma oa bet kinniget ur garg kelenner medisinerezh d'he fried, dre levezon an tiegezh Erbach en doa roet bod ha skoazell dezho e-pad o zec'hadenn. Eno e varvas Olympia e 1555, da 29 bloaz.

Tri bloaz goude he marv, e 1558, e voe embannet en Basel un dastumad eus he lizhiri e gregach hag he divizoù e latin[4].

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 Robin, Larsen and Levin. {{{title}}}. 269 p. 
  2. Simon Grynaeus an hini a zalc'ho war Boussiron evit Senf: cfr. J. L. Flood, D. J. Shaw, cit., p. 181. E 1538 e voe lidet o eured.
  3. Pasquillus extaticus, una cum aliis etiam aliquot sanctis pariter et lepidis Dialogis, quibus praecipue religionis nostrae capita elegantissime explicantur, hep meneg eus lec'h na bloavezh (1544).
  4. Robin, Larsen and Levin. {{{title}}}. 215 p. 

Hec'h oberennoù kemmañ

  • Olympiae Fulviae Moratae Foeminaw doctissimae ac plane divinae Opera omnia quae hactenus invenire potuerunt; cum erudotorum testimoniis et laudibus. Hippolitae Taurellae Elegia elegantissima. Quibus Coelii S. C. selectae Epistolae ac orationes accesserunt, Basilae, apud Petrum Pernam MDLXX
  • Lettere, en «Opuscoli e lettere di riformatori italiani del Cinquecento», Bari, 1927
  • Epistolario (1540-1555)
  • Opere, a cura di Lanfranco Caretti: vol. I, Epistolae; vol. II, Orationes, Dialogi et Carmina, Ferrara, Deputazione Provinciale Ferrarese di Storia Patria, 1954.

Levrlennadur kemmañ