An Oneiroi (henc'hresianeg : Ὄνειροι) a oa tri breur, mibien da Hypnos, doue ar C'housk, e mojennoù Hellaz kozh. Doueed an hunvreoù e oant.

An tri breur kemmañ

  • Ar galloudusañ anezho e oa Morfeüs. Hennezh an hini a roe e stumm d'an hunvre, hag a aoze tresoù an dud en hunvreoù.
  • A-hend-all e oa Fobetor (anavezet ivez evel Ikelos), a rae war-dro al loened, ha Fantasos a rae war-dro an traoù difiñv.

Anv zo anezho en Odysseia, e Theogonia Hesiodos, e Metamorfozoù Ovidius. Hervez Euripides eo Gaia e oa o mamm.