Opportune pe Opportuna, ganet en Exmes, e-tal Argentan, ha marvet e 770, a oa abadez frank Monastériolum, e Montreuil-la-Cambe, a greder. Meur a vurzhud he deve graet. Ur Vita et miracula Sanctae Opportunae zo bet skrivet ur c'hant vloaz bennak goude he marv, war-dro 885-88, gant Sant Adalhelm (pe Adelin), eskob Séez, a grede e tlee e vuhez hag e gador-eskob da Opportuna.

Santez Opportuna

Gouel kemmañ

Lidet e vez d'an 22 a viz Ebrel

Krennlavar kemmañ

  • "Pluie à la Sainte-Opportune, n'y a ni cerises, ni prunes". Pa ra glav da zeiz santez Opportune ne vez na kerez na prun.