Orfeüs (Ὀρφεύς e gregach) a oa ur soner ha kaner eus ar re wellañ hervez mojennoù Hellaz kozh, hag un den a-bouez en istor relijion ar vro. Dont a ra an haroz eus mojennoù Trakia, ur vro amezek da Hellaz. Eno e oa "kevrinoù orfek", lidoù relijiel ha n'anaver ket, a vo diazez ar relijion orfek, pe orfeouriezh.

Orfeüs o toñvaat al loened gouez, marelladur roman.
Nimfezed o kavout penn Orfeüs, livadur gant John William Waterhouse (1900).
Penn Orfeüs, livadur gant Gustave Moreau (1865).

Anavet e oa gant tud an Henamzer evel un den eus Trakia, eus kornad Pieria (an arvor en hanternoz da Venez Olympos), ur soner hud, hag ur beleg da z-Dionysos. Darn a gred e oa gantañ e oa bet krouet al lidoù dionizek.

Lec'hioù ma vevas Orfeüs.

Adalek ar VIvet kantved kt JK e veze gwelet Orfeüs evel ar gwellañ barzh ha soner eus an Henamzer, krouer al lourenn. Gant e sonerezh e c'halle hoalañ loened ferv, lakaat gwez ha kerreg da zañsal, hag ar stêrioù da chom a-sav. Kontet eo da vezañ unan eus kaserien ar sevenadur ha da vezañ kelennet d'an dud ar skrivañ, ar medisinerezh hag al labour-douar.

Hudour kemmañ

Un diouganer e oa Orfeüs, tost d'ar vuhez relijiel, hag a rae war-dro an arzoù hud, liderezh un nebeud doueed evel hini Apollon pe Dionysos; aozañ a reas lidoù hud, e-kuzh hag a-wel, lidoù deskiñ hag emc'hlanaat.

Orfeüs, eme George Grote, a zo meulet gant Pindaros evel telennour ha kenseurt an Argonaoted, harozed al lestr Argo.

Meur a c'herdarzh zo bet kinniget d'e anv. Gwelout a c'haller ar verb ragindezeuropeanek (savet war varteze) *orbhao-, "bezañ en diouer", savet diwar *orbh-, "rannañ, dispartiañ". Darn a wel ar wrizienn c'hresianek orphe, "teñvalijenn", pe orphanos, "emzivad". Tost e vije an anv d'ar ger goao, "hirvoudiñ, kanañ en-gouez, teurel ur sort", oc'h unaniñ personelezhioù disheñvel, evel serc'heg, soner, beleg en ur ger nemetken.


E lignez kemmañ

Hervez ar mojennoù brudetañ e oa mab da Oiagros, roue Trakia, un anv a veze roet en amzerioù ragistorel d'un dachenn ec'hon-mat, adal Menez Olympos betek an Hellespont, hag hervez an testennoù "orfeek" (Argonautika) e oa ganet Orfeüs e Menez Helikon e Livithra (Pieria), hag e oa mab ivez da g-Kalliope, Muzenn ar varzhoniezh veurganek.

Hervez mojennoù arall e oa mab da Apollon ha Kalliope. Deskiñ seniñ a reas gant Linos pe Apollon, a roas dezhañ e lourenn, bet graet gant Hermes e krogenn ur vaot.

Ar veaj gant an Argonaoted kemmañ

Goude ma oa Orfeüs eus Trakia ez eas war vor gant an Argonaoted. An den-marc'h C'heiron an hini en devoa kemennet da Iason ne oa nemet gant skoazell Orfeüs e c'halljent merdeiñ dizamant dirak ar morverc'hed.

Bevañ a rae ar morverc'hed-se e teir enezennig roc'hellek a veze graet Sirenum scopuli anezho e latin[1], ha seniñ a raent kanaouennoù biskoazh kaeroc'h a sache martoloded hag o listri war ar c'herreg. War-lerc'h ar peñse e veze drailhet korfoù ar voraerien gant ar morverc'hed-se.

Met pa glevas Orfeüs ar morverc'hed e krogas en e lourenn hag e sonas kaeroc'h egeto, ma ne veze ket klevet o c'han gant martoloded an Argos.

Marv Eurydike kemmañ

Ar vojenn brudetañ gantañ avat eo hini e wreg Eurydike (anavezet ivez evel "Agriope"). P'edo-hi o tec'hel rak Aristaios, mab Apollon, e voe flemmet gant un naer, hag e varvas.

Debret e oa Orfeüs gant ar glac'har, seniñ a rae sonioù ken trist ha tonioù ken kañvaouus ma lakae betek an nimfezed hag an doueed da leñvañ. Diskenn a eure Orfeüs d'ar bed izelañ ha gant son e delenn e teneraas kalonoù Haides ha Persefone (biskoazh den ne reas kemend-all), ken na voe aotreeet e wreg Eurydike gante da zistreiñ war an douar.

Met kement-se a voe aotreet gant ma prometje Orfeüs kerzhout dirak e wreg, hep sellout war e giz gwech ebet, ken na vijent erru er bed war-c'horre. Siwazh, ankeniet evel ma oa, ne zalc'has ket Orfeüs d'e c'her, ha mont a reas Eurydike diwar-wel da viken.

Ar vojenn-se zo eus amzer Vergilius, an hini kentañ a veneg anv Aristaios. Skrivagnerien all koulskoude a gont gweladenn Orfeüs er bed dindan; hervez Platon ne reas doueed an ifern nemet kinnig ur weledigezh eus Eurydike dezhañ. Ovidius a skriv n'eo ket tec'hel dirak Aristaeus a zo kaoz da varv Eurydike met dañsal gant an Naiadezed da zeiz hec'h eured.

Istor Eurydike eta ne vije nemet ur vojenn diwezhat, ouzhpennet ouzh mojennoù Orfeüs.

War-lerc'h marv e wreg e touas Orfeüs ne zarempredfe plac'h ebet ken, ha ne gemeras nemet paotred yaouank evel eromenoi. Brud en deus ivez da vezañ degaset ar vaboriadez da Drakia gozh, o kelenn d'ar wazed "karout ar re yaouank e bleuñv o yaouankiz".

Marv Orfeüs kemmañ

 
Marv Ofeüs, treset gant Albrecht Dürer, 1494 (Kunsthalle, Hamburg)

Orfeus abaoe ar Grennamzer kemmañ

 
Orfeüs hag an unkorneg, gant Alessandro Varotari. Mirdi ar Prado.

Menegoù kemmañ

Orfeo hag Herodis kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Vergilius, Aeneis levr 864.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.