An ornithischia (anvet ivez predentata[1]) zo unan eus an div urzhiad vras a zinosaored. Kinniget e oa o anv gant ar c'helenner Harry Govier Seeley (1839-1909) e 1887 ha degemeret buan.

Ar c'hemm a lakaer etre an Ornithischia hag ar Saurischia, ar strollad dinosaored all, diouzh stumm o lestr dreist-holl. An Ornithischia, anvet ivez avipelvia, o deus ul lestr heñvel ouzh hini un evn, da lâret eo e valir juntad o c'haezour etrezek an tu a-dreñv ha kenstur eo gant an askorn klun. Diforc'hioù pouezus all zo, en o c'hlopenn hag e stumm eskern ar gouzoug peurgetket. Un askorn rakdentel dirak ar garvan, a ro an tu da zilec'hiañ eskern dent ar garvan izelañ.

Gerdarzh kemmañ

Dont a ra an anv Ornithischia eus an henc'hresianeg ornitheos (ορνιθειος) a dalvez evn hag eus ischion (ισχιον), an askorn klun. Savet e oa an anv-se gant Harry Govier Seeley e 1887. Koulskoude, daoust d'an anv-se, e tiskenn al lapoused eus ar Saurischia (da lâret eo "listri glazard") ha n'eo ket eus an Ornithischia.

Notennoù kemmañ

  1. cladogramme[1]