Ottomar Anschütz (16 a viz Mae 1846 e Leszno[1], proviñs Poznań e Prusia - 30 a viz Mae 1907 e Berlin-Friedenau) a oa unan eus al luc'hskeudennerion gentañ.
Ne oa ket ur skiantour ; un arzour e oa, a veze bepred o klask kenderc'hañ labour eus an dibab dre wellaat dizehan perzhded dreist e luc'hskeudennoù. Peogwir en devoa dibabet en ober dre arwellaat e vinvioù e troas da unan eus ijinadennerien bouezusañ en Istor ar luc'hskeudennerezh pa ijinas al luc'hskeudenniñ prim ha, pelloc'h, en hini ar sinema abalamour d'e elektrotakiskop.

Ottomar Anschütz
Ottomar Anschütz
Ottomar Anschütz
Ottomar Anschütz (1889)

Ganedigezh : 16 a viz Mae 1846 e Leszno
Marv : 30 a viz Mae 1907 e Berlin-Friedenau

Broadelezh : Prusia (1803-1892) Prusia

Micherioù : luc'hskeudenner, ijinadenner

Oberennoù pennañ :
• Elektrotakiskop (1887)
• Luc'hskeudennerezh prim (1889)

Mab d'ul liver-kinkler a laboure e tiez ha kastilli e gorn-bro e oa Ottomar Anschütz[2]. Abred e voe dedennet gant arz al luc'hskeudennerezh, ur gambr zu a stalias e ti e dud evit e studiañ.
D'an oad a 18 vloaz, e 1864 ha betek 1868, e voe stummet gant al luc'hskeudennerion Ferdinand Beyrich e Berlin, Franz Hanfstaengl e München ha Ludwig Angerer e Wien. Goude-se e warlerc'hias e dad en ur genderc'hel gant e enklaskoù war al luc'hskeudennerezh.

Al luc'hskeudennerezh prim kemmañ

 
C'hwibon war nij - 11 x 12 cm

Adalek 1882 e voe brudet evel luc'hskeudenner, a rae gant ur c'hamera en devoa aveet gant ur stanker dre stignoù a roe tu da verraat ar c'hizvezh, ha gant ur wikefre dre dredan da reizhañ al luc'hwezañ.
Daouzek benveg a reas da gentañ, gant harp e amezeg Schneider a oa un oberour ograou, ha 24 diwezhatoc'h.

E 1883 e luc'hskeudennas kezeg gant e venveg, hag e 1884 e reas ur rummad luc'hskeudennoù eus c'hwiboned war nij a zo brudet hiziv c'hoazh peogwir ez awenjont an nijer Otto Lilenthal pa oa oc'h ober enklaskoù war e blaverezioù[3] Luc'hskeudennoù all a gemeras e Liorzh loened Breslau hag e lec'hioù all.

E 1884 ivez e voe goulennet digantañ luc'hskeudenniñ pleustradegoù brezel ar marc'hegerezh impalaerel e Wrocław ; div luc'hskeudenn a voe moullet er gazetenn Illustrirten Zeitung e Leipzig dre Autotypie, un argerzh nevez bet breouet daou vloaz abretoc'h gant George Meis Bach e München.
E 1886 e labouras evit Maodiernezh prusian ar Brezel en Hannover, ma luc'hskeudennas pleustradegoù ar marc'hegerezh adarre.

D'ar 27 a viz Du 1888 e vreouas ur c'hamera nevez[4] a oa aveet gant ur stanker a oa staliet a-serzh e-tal ar blakenn-luc'hskeudenniñ. Gouest e oa ar benveg-se da serriñ e stanker en 1/1000 eilenn, ar pezh a voulc'has an hent d'al luc'hskeudenniñ prim. Gwellaet e voe an ijinadenn a-feur ma voe fardet ha gwerzhet gant an ti Goerz eus 1890 betek 1927.

Al luc'hskeudennerezh a-steudadoù kemmañ

 
Un elektrotakiskop

D'an hevelep mare e oa Ottomar Anschütz o labourat war ur benveg deveret diouzh zoetrop William George Horner (1834).
En e venveg a anvas Wundertrommel ("taboulin marzhus") da gentañ, Schnellseher ("Primweler") da c'houde, e stage steudadoù luc'hskeudennoù prim ouzh ur granenn-dro ; dre faoutoù e c'halled gweled ar skeudennoù blivet.

E 1887 e vreouas an elekrotakiskop, hag e 1891 un doare nevez anezhañ, buanoc'h ha kaset dre dredan, a anvas Elektrische Schnellseher.
D'ar 6 a viz Du 1894 e voe breouet un deveradenn arall eus e venveg, a oa un elektrotakiskop-tredan a oa gouest da vannañ ar skeudennoù war ur skramm ; abadennoù reoliek a aozas betek dibenn miz Meurzh 1895, kent ma vije ijinet ar ger sinema, dirak saliadoù tud o devoa paeet evit o gwelet e Berlin. Ar wezh diwezhañ eo ma voe gwelet an elekrotakiskop o vont en-dro.

Diwezh kemmañ

 
Bez O. Anschütz e Berlin-Friedenau

Adal 1895 e voe anvet O. Anschütz da guzulier an impalaer Wilhelm II a-zivout al luc'hskeudennerezh ; gant an impalaer hag e diegezh e veajas da Balestina e 1899.
D'an hevelep mare en devoa digoret ur stal da werzhañ rikoù evit ar vicher e Berlin, ha skrivet ul levr anvet Die Photographie im Hause ("Al luc'hskeudennerezh er gêr") a voe embannet e 1901 hag a vroudas kalz yaouankizoù da fardañ binvioù-luc'hskeudenniñ kent mont war ar vicher.
Etre 1894 ha 1907 e tapas Ottomar Anschütz 36 breou evit rikoù evel stankerioù, reizhoù-diskuliañ, benioù, skrammoù hag all.

Betek e varv e chomas feal Ottomar Anschütz da berzhded ar skeudennoù : pa veze e luc'hskeudennoù war ziskouez koulz er Stadoù-Unanet hag en Europa abalamour d'o ferzhded dreist en em gavas dic'houest da labourat gant ar filmoù gweñv bet lakaet war marc'had Europa gant an ti amerikan Eastman-Kodak, rak ne oant ket ken kizidik ha solius evel ar rikoù e oa boas da embreger.

Notennoù kemmañ

  1. Wikipedia polonek
  2. Deac Rossell, op. cit
  3. Lilienthal Museum (de) (en)
  4. Breou niv. 49919 (de)

Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Pennadoù kar kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.