Otxoa (Otsoa a-wechoù) zo ur ger euskarek a dalv kement ha bleiz e brezhoneg. Un anv-tiegezh eo ivez, brudetoc'h eo ar stumm spagnolekaet Ochoa.

Istor kemmañ

Otxoa a zo bet un anv-badez en Euskal Herria er Grennamzer, marteze diwar vrud ur sant Lupus (Loup e brezhoneg), pe hini Lupus Iañ Akitania, dug Akitania.

E spagnoleg e kaver e gevatal, Lope.


Tud kemmañ

Ne vez skrivet Otxoa nemet en Euskal Herria abaoe ma c'hall an dud euskarekaat skritur o anv. A-hend-all e vez skrivet Ochoa dalc'hmat.

Pennadoù kar kemmañ