Ouagadougou eo kêr-benn Burkina Faso, e kornôg Afrika. Kreizenn armerzhel ha kêr vrasañ ar vro eo ivez, gant 2.5 milion a annezidi e 2015. Krennet e vez an anv alies e "Ouaga".

Ur straed e-kreiz Ouagadougou
Ur straed e-kreiz Ouagadougou

Savet e vije bet ar gêr en XIvet kantved, hag e-pad pell e voe ur greizenn genwerzh a bouez en impalaeriezh ar bobl Mossi. Dont a reas da vezañ pennlec’h "Volta Uhel", pa voe trevadennet ar vro gant ar C’hallaoued e 1896. Pa zeuas Volta Uhel da vezañ ur stad dizalc’h e 1960 e voe lakaet da gêr-benn ar stad nevez. Savet e oa bet ur skol-veur enni e 1974.

Poblañs kemmañ

1 031 330 a annezidi oa e 2005.

Gevelliñ ha kenlabourat kemmañ

Gevelliñ
  Loudun (Bro-C'hall) abaoe 1967
  San Miniato (Italia) abaoe 1997
  Koweit (kêr) (Koweit) abaoe 1998
  Leuze-en-Hainaut (Belgia) abaoe 1968
Emglevioù kenlabour digreizennet
  Lyon (Bro-C'hall) abaoe 1994
  Kumuniezh-kêr Lyon (Bro-C'hall) abaoe 1994
  Grenoble (Bro-C'hall) abaoe 1999
  Kebek (kêr) (Kanada) abaoe 2000
  Kumasi (Ghana) abaoe 2003
  Torino (Italia) abaoe 2003
  Geneva (Suis) abaoe 2003
  Bourdel (Bro-C'hall) abaoe 2005
  Marrakech (Maroko) abaoe 2005
  Taipei (Taiwan) abaoe 2008

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.