Strollad micherourien an unanidigezh marksour (pe POUM, Partido Obrero de Unificación Marxista e spagnoleg, Partit Obrer d'Unificació Marxista e katalaneg) a oa un aozadur dispac'hour spagnol savet e 1935 ha divodet 1937. E izili a gemeras perzh e Brezel Spagn a-enep ar jeneral Franco.

POUM
political party in Spain
Rann eusInternational Revolutionary Marxist Centre Kemmañ
Deiziad krouiñ29 Gwe 1935 Kemmañ
Anv er yezh a orinPartido Obrero de Unificación Marxista Kemmañ
Anv berrPOUM, ПОУМ Kemmañ
Diellaouet gantLa contemporaine Kemmañ
DiazezerJoaquín Maurín, Andreu Nin Kemmañ
General secretaryJoaquín Maurín, Wilebaldo Solano, Julián Gorkin, Andreu Nin Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Ezel eusTalbenn ar Bobl (Spagn) Kemmañ
Political alignmentfar-left Kemmañ
Sez sokialBarcelona, Eil Republik spagnol, Katalonia Kemmañ
Erlec'hiet gantSocialist Party of Catalonia-Congress Kemmañ
Erlec'hiañ a raWorkers and Peasants' Bloc, Communist Left of Spain Kemmañ
SRGB color hex tripletFF2402 Kemmañ
Deiziad divodadur1980 Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:POUM politicians Kemmañ

Krouidigezh kemmañ

Krouet e voe POUM e Barcelona d'an 29 a viz Gwengolo 1935 dre gendeuziñ daou strollad all : Izquierda Communista, ur strollad trotskour renet gant Andreu Nin, ha Bloque Obrero y Campesino renet gant Joaquín Maurín. An daou aozadur-se a oa disrannoù eus Strollad komunour Spagn (PCE), hag a oa stalinour d'ar mare-se.

Lavaret e vez e oa POUM un aozadur trotskour. N'eo ket gwir, rak diemglev a oa etre pennoù-bras ha Trotsky. Nac'h a reas pennoù POUM sentiñ dezhañ pa gemennas dezho dilezel ar sindikadoù ha krouiñ sovideoù. Ha Trotsky a glemmas a-zivout « perzh truezus penn-bras » POUM. Un aozadur marksour enepstalinour e oa avat, ha sevel a reas a-enep prosezoù Moskva en e gelaouenn La Batalla. Dre ma oa distag POUM diouzh Komintern e voe fall-tre darempredoù e izili gant ar stalinourien. A-fet etrebroadelezh e oa ezel POUM eus Burev Londrez (deuet da vezañ Kreizenn varksour dispac'hour etrebroadel). J.I.C. (Juventud iberica comunista) a oa aozadur yaouankiz POUM. Renet e voe gant Germinal Vidal ha goude gant Wilebaldo Solano.

POUM e penn-kentañ ar brezel-diabarzh kemmañ

Ministr ar justis e Katalonia oa Andreu Nin pa grogas ar brezel. Lemet e voe ar garg digantañ. Etre miz Gouere ha miz Kerzu 1936 e kreskas an niver a izili a oa e POUM, eus 6000 da 30 000, dreist-holl e Katalonia hag e rannvro Valencia. A vent vihan e oa ar strollad memes tra, keñveriet gant ar gomunisted hag an anarkourien. Unan eus izili vrudetañ POUM a voe ar skrivagner saoz George Orwell, hag a gontas e chomadenn e Spagn en e levr Homage to Catalonia. Izili POUM a savas a-du gant ar c'henberc'hennañ aozet e Katalonia abaoe an 19 a viz Gouere 1936. Evel izili CNT e kave da izili POUM e oa liammet ar brezel ouzh an dispac'h. Abalamour d'an holl draoù-se e savas reuz etre PCE diouzh un tu ha POUM ha CNT diouzh an tu all.

Darvoudoù miz Mae 1937 e Barcelona kemmañ

D'an 3 a viz Mae 1937 e Barcelona e klaskas rener ar polis (Rodriguez Salas e anv) ha daou c'hant den adtapout dre heg ar greizenn pellgomz, hag a oa dindan dalc'h izili CNT abaoe penn-kentañ ar brezel. Tenn e teuas an traoù da vezañ, ha derc'hel a reas izili CNT. Met aon o doe e vefe taget savadurioù all, neuze e rojont armoù a-benn o difenn. Savet e voe bardelloù er gêr a-bezh : diouzh un tu e oa izili CNT ha re POUM, poliserien ha stalinourien diouzh an tu all. Pennoù-bras CNT ha ministred CNT a c'houlennas gant ar stourmerien chom a-sav gant an emgann, ha heñvel e reas pennoù-bras POUM. Daoust ma renent war ar gêr a-bezh e rankas al labourerien dilezel ar bardelloù. D'ar 6 a viz Mae e paouezas an emgannoù ha distrujet e voe ar bardelloù. Met profitañ a reas izili PCE ha gouarnamant Juan Negrín (kemeret en doa plas Francisco Largo Caballero) eus an darvoudoù-se evit gwaskañ an anarkourien ha re POUM, hag a voe lakaet er-maez lezenn.

Gwask ha berzidigezh kemmañ

Ar stalinourien a lakaas da grediñ e oa POUM un aozadur hitlerian ha trotskour hag a genlaboure gant ar vroadelourien ha goulenn a rejont ma vefe berzet POUM. Orlov, hag a oa e penn NKVD e Spagn, a lakaas da grediñ e oa bet dizoloet dielloù ma oa anat e oa un emglev etre POUM hag an enebour. D'ar 16 a viz Even 1937 e voe sezizet sez POUM ha harzet e bennoù-bras. Klemm a reas CNT hag izili zo eus ar gouarnamant, met fin POUM e voe. Kenderc'hel a reas ar strollad da embann e gazetenn, La Batalla he zitl, dre guzh.

Divodet e voe an unvezhioù brezel ha lod brasañ o fennoù-bras a voe bac'het. Ul lodenn anezho a voe jahinet pe drouklazhet peogwir n'o doa ket heuliet politikerezh ar gouarnamant a oa dindan beli URSS Stalin. Andreu Nin az eas diwar wel e-pad meur a zevezh, hag adkavet e voe e gorf e-kostez Madrid : drouklazhet e oa bet gant izili spagnol ha rusian GPU[1].

E diskar-amzer 1938 e voe aozet prosez pennoù-bras POUM, Juan Andrade en o zouez. Hini ebet anezho a voe kondaonet da gastiz ar marv.

POUM goude ar brezel : an harlu e Frañs kemmañ

Prizonidi POUM (Julián Gorkin, Wilebaldo Solano, Juan Andrade, Pere Bonet) a voe dieubet pa voe tapet Barcelona : kaset e voent da doull-bac'h Cadaqués, ha dont a rejont a-benn da dec'hout kuit. Mont a rejont da repuiñ da Frañs, ma voent bac'het e kampoù-kreizennañ, evel ar republikaned spagnol all.

E penn-kentañ an Eil brezel bed e savas a-du izili POUM gant ar "faezhegezh dispac'hel", hag e kemerjont perzh e Talbenn etrebroadel ar vicherourien (krouet e miz Gwengolo 1938). E Frañs e oa tost a-walc'h POUM ouzh PSOP (Parti socialiste ouvrier et paysan), ur strollad krouet gant Marceau Pivert.

Berzet ha gwasket e voe POUM gant gouarnamant Vichy : e miz C'hwevrer 1941 e voe harzet meur a benn-bras ha kondaonet e voent d'an toull-bac'h gant lez-varn arme Montauban : Wilebaldo Solano (20 vloaz), Ignacio Iglesias (12 vloaz), Juan Andrade (5 bloaz)[2]. E-touez penn POUM a oa chomet dieub e oa Josep Rovira. Bet e oa bet e komandant 29vet Rann-arme ar republik (enni izili POUM). Azalek diskar-amzer 1941 ha daoust d'ar pezh a oa bet divizet gant e strollad e voe e penn strollad Martin ar rouedad Vic. Un aozadur a sikoure an dud da dreuzhiñ ar Pireneoù e oa. Mont a reas an aozadur en-dro betek ma vefe dieubet Frañs[3].

D'ar 17 a viz Gouere 1944 e voe dieubet Wilebaldo Solano gant FFI. E toull-bac'h Eysses e oa. Asambles gant anarkourien all e savas ar batailhon Libertad, hag a oa distag diouzh UNE (Union nationale espagnole, dalc'het gant ar gomunisted) hag e tieubjont Juan Andrade hag a oa bet dalc'het e toull-bac'h Bergerac, daoust ma oa bet dieubet ar gêr[4].

POUM goude an Eil brezel bed kemmañ

La Batalla a voe adembannet en un doare ofisiel azalek miz Gouere 1945. (Muioc'h a ditouroù diwar-benn POUM[5])

Izili POUM a lakaas da bal diskar renadur Franco e Spagn. Met pennoù-bras POUM (Solano, Andrade) a soñje dezho e vefe dibosupl, dre ma kaver gwelloc'h da c'houarnamantoù ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur ha Frañs e chomfe Franco e penn ar vro. E 1948 e soñje d'ar polis e oa war-dro 300 ezel eus POUM e Frañs. Wilebaldo Solano a voe sekretour meur POUM en harlu azalek 1948.

POUM er sinema kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. « Les agents soviétiques ont d’abord fait fabriquer de toutes pièces, par un confident de la police espagnole, les "preuves" devant permettre d’accuser Andres Nin d’espionnage […]. Ces fausses preuves, retrouvées aux Archives historiques nationales de Madrid, fourniront le prétexte à l’arrestation […] Nin est torturé durant deux ou trois jours, puis assassiné par les sbires du NKVD. » Derrière l’assassinat d’Andres Nin, Staline, Libération, 10 a viz Du 1992.
  2. Gw. Geneviève Dreyfus-Armand, L'Exil des Républicains espagnols en France, pajenn 148
  3. Ibidem, pajenn 162
  4. Ibidem, pajenn 178
  5. Ibidem


Levrlennadur kemmañ

  • Victor Alba, Histoire du POUM, Champ Libre, 1975; adembannet gant Ivrea e 2002
  • George Orwell, Homage to Catalonia.
  • Mika Etchebehere, Ma Guerre d'Espagne à moi
  • Wilebaldo Solano, Le POUM, Révolution dans la guerre d'Espagne, Syllepses, 2002
  • Michel Christ, Le POUM : Histoire d'un parti révolutionnaire espagnol (1935-1952), L'Harmattan, 2005

Liammoù diavaez kemmañ