PTRD-41
Ar PTRD-41 (berradur an anv rusianek ProtivoTankovoye Ruzhyo Degtyaryova; Противотанковое однозарядное ружьё системы Дегтярёва образца 1941 года; "Degtyaryov arm enep-tank un tenn doare 1941") a vez graet eus ur fuzuilh enep-tankoù ijinet gant Vasily Degtyarev hag implijet adalek 1941 gant an Arme Ruz soviedat e-pad an Eil Brezel-bed.
Iskevrennad eus | fuzuilh enep-tankoù, fuzuilh un tenn, arm dam-aotomatek |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1941 |
Bro orin | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Manufacturer | uzin Degtyarev |
Munision | 14.5 x 114 mm |
Treset gant | Vasily Degtyaryov, Q48955258 |
Lakaet er servij | 1941 |
Service retirement | 1960s |
Deskrivadur hag implij kemmañ
Ar PTRD a oa un fuzuilh-vorailh un-tenn simpl da broduiñ ha da implijout. Daou zen a ranke bezañ war-dro evit hec'h implij abalamour d'he ment ha d'he fouez uhel (2.020 mm ha 17,4 kg).
Kambret e oa evit kartouchennoù 14.5 × 114 mm, ur munision galloudus a c'helle toullañ aes tankoù alaman evel ar Panzer III hag ar c'hentañ tankoù doare Panzer IV. Adalek 1943 hag araokadennoù houarnaj ar c'hirri alaman, ne oa ket mui efedus evit toullañ hobregonoù an tankoù nevesoc'h. Gellet a rae bezañ implijet memestra evit tennañ a-dostoc'h war an hobregonoù kostez hag ar biskoulennoù. Gellet a rae bezañ tennet ivez en ur mod efedus war karbedoù biskoulet pe kanolioù emlusker.
185.000 skouerenn eus ar PTRD a oa bet produet e fin 1942.
Liammoù diavaez kemmañ
- (fr) PTRS-41 & PTRD-41 - Le duo anti-char soviétique, war chadenn Maître Luger, 08/06/2018 (gwelet d'ar 24/01/2024)