Ar Baganiezh c'herman eo ar religion pleustret gant ar pobloù german eus oadvezh an houarn betek ar gristenidigezh er grennamzer. Pleustradennoù lidel ha relijiel a gemere ul lod bras eus sevenadur ar C'hermaned.

Ar c'harr heolel eus Trundholm, unan eus pezhioù henoniel kozhañ ar relijion c'hermanek

Gwriziennet er vitologiezh indezeuropek e oa ar relijion hag a greskas gant lusk ar pobloù german. Diwanañ a reas tost da aod su ar Mor Baltel da gentañ hag en em skignañ tamm-ha-tamm en holl diriadoù german a-vremañ (Alamagn, Danmark, Norvegia, Sveden, Breizh-Veur, Island hag an Izelvroioù dre vras). War-dro ar Vvet kantved e c'haller diforc'hañ tri skourr: relijion Germaned an douar-bras, ar baganiezh angl-ha-saoz hag ar relijion norzhek kozh. An hini diwezhañ eo an hini anavezetañ ha diwarni eo diazezet ar stumm arnevez: an Asetro.

Tacitus a zisplegas penaos e veve ar C'hermaned en e zanevell Germania.