Pagodenn veur ar Waz Ouez

Kavet e vez Pagodenn veur ar Waz Ouez (Sinaeg: 大雁塔; Pinyin: Dàyàn Tǎ), e su kêr Xi'an e Sina. Savet e oa bet ar bagodenn e 652 e-pad an dierniezh Tang. Savet e oa bet evit mirout soutraoù ha delwennoùigoù eus Bouda bet degaset da Sina gant Xuanzang an troer ha beajer boudaat. E berr amzer e teuas da vezañ ar greizenn dreiñ testennoù boudaat vrasañ e Sina. Talvezet he deus ivez evit diazezañ ha poellekaat reolennoù ar voudaegezh er vro rak daoust d'ar relijion-se bezañ aet tre e Sina c'hwec'h kantved abretoc'h ne oa ket bet troet ar gelennadurezh evel ma oa dleet ha rouez e oa an nebeud testennoù troet prop.

Pagodenn veur ar waz Ouez, Xian, Sina

Pemp live a oa d'ar bagodenn gentañ. Gant an diaez ma oa kavout mein er biojoù e oa bet savet gant pri-prad, kreñvaet e lec'hioù zo gant brikennoù. Re vresk e oa ar framm avat ha nebeut goude ma voe echuet d'e sevel e kouezhas ar savadur en e boull.

E deroù an VIIIvet kantved, etre ar bloavezhioù 701 ha 704 e voe roet urzh da adsevel ar bagodenn gant an Impalaerez Wu Zetian. Ouzhpennet e voe pemp live all d'ar bagodenn neuze. Rankout a reas ar bagodenn gouzañv diwar brezelioù drastus da c'houde ha setu perak ne chom mui nemet seizh live hiziv. 64 metr uhelder eo hag el laez anezhi en em zispak ur gwel meurdezus war kêr Xi'an.

Piramidennek eo he stumm ha savet e vez ganti dre ur skalier koad. Gwechall e veze skrivet en diabarzh anvioù an holl re bet degemeret en arnodennoù impalaerel a rae ofisourien anezho. Dalc'het e voe d'an hengoun-mañ a-hed tierniezhioù Ming ha Qing.

Trowardoioù kemmañ

En-dro d'ar bagodenn eman Templ Gras Veur ar Vamm; Da Ci'en. Savet e oa bet templ e penn-kentañ e 589 hag adsavet e voe da c'houde e 647 gant Li Zhi, a zeuas diwezhatoc'h da vezañ an Impalaer Tang Gaozong. E koun e vamm an Impalaerez Wende en deus bet lakaet sevel Templ Gras Veur ar Vamm. Delwenn Xuanzang a c'haller gwelet e-tal takad an templ.

Skeudennoù all kemmañ

Gwelet ivez kemmañ

  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.