Pallas (merc'h Triton)

(Adkaset eus Pallas merc'h Triton)

Pallas (Παλλάς / Pallás e gregach) a oa merc'h da Driton ha kenc'hoarierez an doueez Athena en amzer o yaouankiz, savet an eil gant eben e ti Triton.

Un deiz ma oant o c'hoari brezel e voe lazhet Pallas gant Athena. An doueez, kerse ganti neuze, a aozas un delwenn dezhi, ar Palladion, a lakaas e-kichen an doue Zeus. Met distrujet e voe gantañ.

Hervez Herodotos[1] e oa ul lid da Athena gant tud Lydia. Merc'hed eus ar meuriadoù Mac'hlyes hag Ausees en em ganne, hag ar re a varve a oa brudet da vout falsgwerc'hezed.

Mojennoù kemmañ


Levrlennadur kemmañ

Notennoù kemmañ