Pandora (merc'h Deukalion)

Pandora (Πανδώρα e gregach), anvet diwar-lerc'h he mamm-gozh Pandora, a oa merc'h da Zeukalion (mab da Brometheüs) ha da Byrra. C'hoar e oa neuze da Hellen, Amphiktyon, Protogeneia ha Thyia.

Kousket a reas gant Zeus, hag ur mab he doe, Latinos. Mamm e oa ivez d'ur paotr anvet Graikos, ha Zeus an tad adarre.