Pannonia Secunda a oa ur broviñs en impalaeriezh roman, etre Pannonia Savia er gwalarn, Moesia Superior er gevred ha Dalmatia er c'hreisteiz.

  • ██ Pannonia Secunda
  • Savet e voe er bloaz 296, dindan ren an impalaer Diocletianus. Sirmium (Sremska Mitrovica bremañ) e oa kêr-benn ar broviñs. En em astenn a rae Pannonia Secunda el lec'h ma kaver bremañ tammoù eus Serbia ha Kroatia.