Ar peñse eo an anv a roer d'ar gwalldarvoud a lak ul lestr pe un nijerez da vezañ kollet pa vez o verdeiñ war pe a-us an dour. Un degouezh ken boutin eo ma vez strewet listri a bep seurt e strad ar morioù hag ar stêrioù bras. "Peñse" a reer ivez eus ar pezh a chom diwar an traoù kollet er mor, bag, lestr, tammoù koad ha traoù a bep seurt. Da skouer, ar c'hoad peñse eo an tammoù koad dastumet er mor pe war an aod.

Peñse , livet gant Claude Joseph Vernet.

Ar peñseoù en istor kemmañ

Al listri peñseet koshañ a zo bet jedet o c'hozhni keit ma oa maread an Neolitik. Kavet eo bet gant an arkeologourien-vor pirogennoù, da lavaret eo bagoù pilprennek graet en ur doullañ kefioù ar gwez. An darn-vuiañ a zo bet kavet pe er gwernioù pe el lec'hid e kreiz ar porzhioù kozh. Dre studiañ al listri-kenwerzh peñseet hag o c'hargoù e c'heller tennañ anaoudegezhioù diwar-benn an eskemmoù a veze e mare pe vare. Meur a lestr-samm gresian pe roman a zo bet kavet dismantret e strad ar Mor Kreizdouarel ha diouto e weler pegen pouezus e oa ar c'henwerzh dre vor en Henamzer.
Dizoloadennoù listri ar Vikinged a zo bet graet er Skandinavia miret mat en douaroù gleb ha tretet a-zoare evit bezañ diskouezet er mirdioù. E Breizh eo bet kavet ar vag viking nemeti war ar c'hevandir, hini bez norman Enez Groe.
An enklaskoù war listri an amzerioù modern o deus sachet evezh war listri bras ar Spagnoled aet d'ar strad gant kargoù aour hag arc'hant pounner-tre koulz ha listri uhel-bourzh e koad savet gant morluioù ar galloudoù europat.


Abegoù ar peñseoù kemmañ

E-touez an abegoù diniver a zo d'ar peñseoù e c'heller menegiñ :

Ar peñseoù e-keñver ar Gwir kemmañ

Reolennoù pennañ gwir ar peñseoù a denn da berc'henniezh al listri war-nes mont da goll pe lezet da verdeiñ hep tud evit o leviañ.

Gerioù gant peñse enno kemmañ

  • peñsead (an dud a zo bet e bourzh p'eo aet ar vag da goll)
  • peñseañ (verb)
  • peñseer (ur seurt laer a sach al listri war an aod dre touellerezh)


Gwelet ivez kemmañ

Sellit ouzh ar ger peñse er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Levrlennadur kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Peñseoù ha peñseidi, Herve Peaudecerf, Frifurch-Le P'tit Fureteur, 2006.
  • Peñse e Bro-Leon, kinniget gant Mikael Madeg, Dastum Bro-Leon hag Edipaj, 2007