Pia Cramling
Pia Cramling a zo bet ganet d'an 23 a viz Ebrel 1963 e Stockholm (Sveden).
Meurc'hoarierez echedoù svedat.
Sellet e voe outi e-pad ar bloavezhioù 1980 evel ouzh unan eus gwellañ c'hoarierezed ar bed. Berzh a reas en tournamantoù, koulz er re hollek hag e re ar maouezi.
E 1992, dont a reas da vout Mestr Etrebroadel. Dimezet eo gant ar Mestr Meur Etrebrodel Juan Bellon. Emañ o vevañ e Spagn.
Kampionez ar maouezi ag Europa e voe e 2003.
Ar plas kentañ ag ar maouezi a voe tapet ganti e gouel Biel/Bienne e 2006.
Teirvet e voe e Kampionad bedel ar maouezi e Naltchik (Rusia) e 2008.