Pier an Arbouled

beleg ha saver kantikoù

Pier an Arbouled (Pleheneg, 22 a viz C'hwevrer 1810 - Gwened, 26 a viz Genver 1892) a oa ur beleg ha saver kantikoù eus Bro-Gwened.

Pier an Arbouled
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanPierre Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 C'hwe 1810 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPleheneg Kemmañ
Deiziad ar marv26 Gen 1892 Kemmañ
Lec'h ar marvGwened Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg Kemmañ
Micherbeleg Kemmañ

Beleget e voe e 1835 ha mont da gure en Arzh. Goude-se e kemeras perzh e kalz misionoù un tamm e pep lec'h e Bro-Gwened hag ur prezegenner brudet e oa. El levr Guerzenneu eid ol er blai (Gwerzennoù evit holl ar blez) e kaver kantikoù savet pe kempennet gantañ.

Skridoù kemmañ

  • Guerzenneu eid ol er blai, ti-moullañ Galles, Gwened, 1856 (adembannet e 1864 ha 1874).
  • Buhé Santés Cecile patronez paes Teix (troet diwar ur skrid gant Pedro de Ribadeneira), ti-moullañ Galles, Gwened, 1867.