Pierce Brendan Brosnan, ganet d'ar 16 a viz Mae 1953, zo un aktour ha produer filmoù iwerzhonat ha stadunanat. Brudet eo dreist-holl evit bezañ bet ar pemvet aktour o c'hoari an ajant kuzh James Bond en heuliad filmoù James Bond. C'hoariet en deus e pevar anezho etre 1995 betek (GoldenEye, Tomorrow Never Dies, The World Is Not Enough, ha Die Another Day) ha roet mouezh war c'hoarioù video niverus.

Pierce Brosnan
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIwerzhon, Stadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPierce Brosnan Kemmañ
Anv ganedigezhPierce Brendan Brosnan Kemmañ
Anv-bihanPierce, Brendan Kemmañ
Anv-familhBrosnan Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Mae 1953 Kemmañ
Lec'h ganedigezhDrogheda Kemmañ
PriedKeely Shaye Smith Kemmañ
BugelChris Brosnan, Sean Brosnan, Charlotte Brosnan, Paris Brosnan Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
ImplijerUNICEF Kemmañ
KargUNICEF Goodwill Ambassador Kemmañ
Bet war ar studi eSaint Martin's School of Art, Elliott School, Drama Centre London Kemmañ
Lec'h annezMalibu Kemmañ
Lec'h labourIwerzhon Kemmañ
Deroù ar prantad labour1966 Kemmañ
FilmographyPierce Brosnan filmography Kemmañ
Tachenndrama fiction, thriller, film birvidik Kemmañ
Bet kinniget evitEuropean Film Academy Achievement in World Cinema Award, European Film Award – People's Choice Award for Best European Film Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.piercebrosnan.com Kemmañ
Facial hairVan Dyke beard Kemmañ

Buhez personel kemmañ

Brosnan a zo bet dimezet div wech hag intañv ur wech. Pemp bugel en deus ha pevar bugel-bihan. Kejet en doa gant an aktourez aostralian Cassandra Harris nebeut amzer goude bezañ kuitaet ar skol aktour.

E 1987, Harris a oa kouezhet klañv bras. Kavet e oa bet dezhi ur c'hrign-bev ar vigell hag aet e oa da Anaon d'an 28 a viz Kerzu 1991, oadet a 43 bloaz. Ur verc'h a oa gant Harris a-raok dimeziñ gant Brosnan anvet Charlotte (ganet e 1971, aet da Anaon d'an 28 a viz Even 2013, gant ur c'hrign-bev eus ar vigell) hag ur mab Christopher (ganet e 1972). Advabet int bet gant Brosnan pa oa marvet an tad e 1986. Pierce Brosnan ha Cassandra Harris o doa bet ur mab asambles anvet Sean (ganet e 1984).