Ganet eo Pierrick Lilliu e Mülhausen (Elzas) d'an 13 a viz gouere 1986. Ur c'haner pop-rock gall eo, a orin eus Breizh, tremenet en deus e yaouankiz e Landerne. Aet eo, goude, da vevañ da Zinzag-Lokrist gant e dud, e c'hoar hag e vreur. Skoliad eo bet el lise Victor Hugo e Hennebont. Kemeret en doa perzh, e 2005, en abadenn "Nouvelle Star" ha gounezet en deus an eilvet plas a-dreñv Myriam Abel.

Buhez kemmañ

Goude an abadenn en doa enrollet e ganaouenn gentañ, "A Coeur Ouvert" hag embannet e albom "Besoin d'Espace", skrivet ha kenskrivet en deus meur a ganaouennoù ennañ. Gwelet e oa bet e film Thierry Klifa, "Le Héros de la Famille", o c'hoari roll mab-kaer heñvelreizh Catherine Deneuve e 2006. Krouet en deus gant muzisianed ar strollad Doctor Swan.


Albom kemmañ

  • "Besoin d'espace"

Deuet e oa er-maez d'ar 17 a viz Here 2005

Kanaouennoù :

  • Besoin d'espace - 3:09 (17 a viz Here 2005)
  • Héroïne - 3:51
  • À cœur ouvert - 3:32 (30 a viz Mae 2005)
  • Des larmes - 3:28
  • S'arrêter là - 3:33
  • La Même Erreur - 3:43
  • Ecoute-moi - 4:30
  • Bretagne Dédicace - 4:44
  • Comme un frère (skrivet gant e vreur Nicolas Lilliu (Nyco) ha kanet gant an daou vreur)
  • Je savais - 3:38
  • Là-haut - 4:36