Plaenennoù Bras

(Adkaset eus Plaenenennoù Bras)

Ar Plaenennoù Bras (e saozneg Prairie, Great Plains pe Grassland) a zo un takad plaenennoù damgrin e kreiz Norzhamerika, er reter d'ar Menezioù Roc'hellek. Mont a ra eus stadoù Saskatchewan hag Alberta (Kanada) en norzh, betek Texas (Stadoù-Unanet Amerika) er su, war-hed e-tro 3.200 km hirder hag 800 km ledander.

Ar Plaenennoù Bras war ul luc'hskeudenn tapet eus ur loarell.