Planiel

kumun Aodoù-an-Arvor


Planiel (distaget: [plãˈniːɛl]) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, e Treger.

Planiel
Milin-vor Traou Meur.
Milin-vor Traou Meur.
Anv gallek (ofisiel) Pleudaniel
Bro istorel Bro-Dregerù
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Lezardrev (betek 2015)
Landreger (abaoe 2015)
Kod kumun 22196
Kod post 22740
Maer
Amzer gefridi
Didier Rogard
2020-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Poblañsouriezh
Poblañs 934 ann. (2020)[1]
Stankter 51 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 46′ 00″ Norzh
3° 08′ 36″ Kornôg
/ 48.7666666667, -3.14333333333
Uhelderioù kreiz-kêr : 46 m
bihanañ 0 m — brasañ 76 m
Gorread 18,42 km²
Lec'hiañ ar gêr
Planiel

Douaroniezh kemmañ

War lez kleiz aber an Trev emañ Planiel. Kumunioù amezek : Pleuveur-Gaoter, Lezardrev, Plourivoù, Pleuzal, Pouldouran.

Anv kemmañ

  • Régis de Saint-Jouan : "ecclesia de Plebedanielis war dro 1330. Ploedaniel, 1427. Pleudaniel, 8 C'hwevrer 1790".[2]
  • Bernard Tanguy : "Eccl. de Plebe Danielis, vers 1330; par. de Plebedanielis, 1389; Ploedaniel, 1427; Plouedaniel, 1444"[3]
  • Hervé Abalain : "Plebs Danielis vers 1330; cf. Ploudaniel et Trédaniel; Daniel vécut au Ve-VIe siècle".[4]
  • Daniel Delattre : "Plebedanielis au XIV; Ploedaniel au XV."[5]

Talvoudegezh : Plebis (= Pobl) + sant Daniel

Ardamezioù kemmañ

N' eus ket.

Istor kemmañ

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • 81 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,88 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6].

Eil Brezel-bed kemmañ

  • Mervel a reas ugent den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[7].

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Chapel Penn al Lann
  • Chapel Kergoul
  • Chapel ar C'halvar
  • Chapel sant Izidor
  • Chapel sant Anton
  • Chapel ha feunteun ar Gozh-Iliz a zo da welet dre ret. Lec'hiet e poull Kamarel war vord an Trev ha gouestlet d'an Itron Varia ha d'ar vartoloded marvet er mor. D'ar 15 a viz Eost e vez lidet oferenn ar pardon war un aoter e-tal an Trev. Kalzik a ouestloù a vez graet da drugarekaat ar Werc'hez Vari a c'haller gwelet e chapel ar Gozh-Iliz. Ur feunteun zo ivez.
    • Ur c'hantik brezhonek a vez kanet d'ar 15 a viz Eost: « Itron Varia ar Gozh-Iliz » en enor d' an Itron Varia, heñvel an ton anezhañ ouzh hini Itron Varia ar Feunteunioù, e Pontrev, ur 5km uheloc'h war lez an Treñv.
  • Maner Kerwennoù
  • Maner Kernec'h-Riou
  • Maner Boloi
  • Maner Kerdeozer
  • Maner Kergrist
  • Kouldri Lan-Alan
  • Milin-vor Traou-Meur
  • Kavet ez eus bet e 1916 gant an aotrou Prijant kalzik a arrebeuri kañv e-kichen kêriadenn ar Ru.
  • Ur c'hastell kreñv a zo bet savet e-kichen an Trev, perc'hennet gant ar Marichal de Richelieu. Distrujet e oa bet e 1592.
  • E kêriadenn Boloi e oa un iliz e 1163, met n'eus ket anezhi ken bremañ.
  • Stal-labour poderezh Jean-Yves le Monnier e Porzh Ru.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

maer abaoe 2001: Didier Rogard, penn embregerezh.

Brezhoneg kemmañ

Ar Brezoneg er Skol kemmañ

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[8].

Darempredoù etrebroadel kemmañ

Gevelliñ kemmañ

Bro Kêr Abaoe
  Iwerzhon Béal Átha an Cheasaigh / Ballinhassig 1999

Tud kemmañ

Familh Tournemine, aotrounez Botloi
Familh Kernec'h-Riou aotrounez al lec'h-se. Herri, bet tapet gant ar Sazon e Lomikael, e 1427; Alan, bet lazhet e-kerzh emgann Pontrev, e 1489; un abad sant Vaze e 1571
Familh ar Park
Familh Tromelin
Ao. Marichal a Richelieu aotrou Boloi

Levrlennadur kemmañ

Gwerzhet e vez ul levr-baleer en Ofis Touristerezh Gourenez Lezardrev, hag a ginnig tro-vale Manati war gumun Planiel. Baleadennoù all a c’haller ober a-hed d’an Treñv pe e Koad Boloi hag a zo pinvidik-tre ivez.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Régis de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie, 1990
  3. Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
  4. Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Universels Gisserot. 2000.
  5. Daniel Delattre ː Les Côtes d'Armor. Les 372 communes. 2004
  6. Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  7. Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  8. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936