Poel (distaget [ˈpøːl ] en alamaneg) zo un enezenn er Mor Baltel, war aod Mecklenburg-Vorpommern. Ganti e vez dispartiet Bae Wismar, er mervent, diouzh ar mor bras, en norzh.

Tour-tan ha porzh Timmendorf
Kartenn eus aod Mecklenburg, gant enez Poel

Ur gumun eo, e distrig Nordwestmecklenburg. Meur a gêr vihan zo, evel Timmendor ha Kirchdorf. En em astenn a ra Poel war 36,02 km2 hag annezet eo gant 2503 a dud (e Kerzu 2012). Abaoe 1927 eo stag an enezenn ouzh an douar-bras war-bouez ur chaoser.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.