Ur pok kloz zo ur pok graet gant un den war groc'hen un den all hag a chom ur merk ruz war e lerc'h e-pad meur a zevezh. Gant an divweuz e vez graet ar pokoù-se, met tud zo a ra ivez gant o dent. Peurvuiañ e vezont graet d'ar gouzoug.

Pok kloz d'ar gouzoug.
Tri fok kloz d'ur gouzoug.

A-wechoù e vez ret kuzhat ar pokoù kloz, ouzh tad pe mamm, pe ouzh pried, ha ne vez ket aes atav. Gant ul loa bet lakaet er yenerez pe er skornerez e c'haller klask diverkañ ar pokoù kloz ma vezont bet graet en dek munut tremenet.