Ur pennad Pontos zo ivez.

Pontos (henc'hresianeg Πόντος, Pontus e latin) zo ur vro zo bet anezhi en Azia-Vihanañ, en arvor kreisteiz ar Mor Du en Henamzer, un douar hag a zo e Turkia hiriv.
Dont a ra an anv eus ar Mor Du a oa anvet Πόντος Εύξεινος Pontos Euxeinos (da lâret eo "Mor degemerus"[1]) en henc'hresianeg, gant tud Henc'hres.
Kentañ meneg eus an impalaeriezh-se a gaver en Anabasis Ksenofon.

Pontos.

Ment ar vro a gemmas hervez ar mare met peurliesañ en em lede eus Kolc'his (Jorjia a-vremañ) betek e diabarzh Paflagonia er c'hornôg. Meur a stad hag a broviñs zo bet dezho un anv kar da hini Pontos en amzerioù hellenadek, roman ha bizantat.

Liamm diabarzh kemmañ

Roll rouaned Pontus

Notennoù kemmañ

  1. Εὔξεινος, William J. Slater, Lexicon to Pindar, on Perseus