Portmeirion zo ur gêriadenn e kontelezh Gwynedd, en hanternoz Kembre, e-kichen Penrhyndeudraeth, hag a zo bet savet etre 1925 ha 1976 gant a savour saoz Sir Cloud William-Ellis.

Portmeirion
Portmeirion gwelet eus an aod
Al leurgêr-greiz
Castell Deudraeth, e Portmeirion

Un hollad savadurioù ha palezioù eo. C’hoant en doa Cloud William-Ellis da diskouez penaos e c’hell un takad bezañ kaer-meurbet dre natur. Kalz liorzhoù bras, letioù ha ostalerioù zo. Brudet eo Portmeirion dre ma'z eo eno e voe filmet ar stirad The Prisoner evit ar skinwel saoznek.

Istor kemmañ

Savet eo bet, a lavarer, diwar skouer kêriadenn Portofino en Italia, gant Clough Williams-Ellis, etre 1925 ha 1975, goude ma veze dinac'het kement-se gantañ pa lavare klask adkrouiñ un endro kreizdouarel ha netra ken. Koulskoude en deus anzavet bezañ karet ar gêriadenn italian : How should I not have fallen for Portofino? Indeed its image remained with me as an almost perfect example of the man-made adornment and use of an exquisite site..., zisklêrias[1].

C’hoant en doa Cloud William-Ellis da sevel ur gêriadenn gant tier-kolo romantel (cottages e saozneg). Chomet eo bet e-pad 20 vloaz gant ar mennozh-se, hag un deiz bennak en deus kavet ur gêriadenn anvet Aber Iâ a oa da brenañ, e-kichen e di. Ar gêriadenn-se a oa tost pe dost al lec’h en doa c’hoant evit sevel e gêriadenn. Prenañ Aber Iâ a reas neuze, en eskemm ouzh 5 000 £.
Ne blije ket dezhañ an anv "Aber lâ", setu ez ijinas un anv all, Portmeirion : « port » peogwir emañ war an aod, ha « meirion » peogwir ez eo « Merioneth » anv al lec'h.
Daou brantad a voe e savidigezh Portmeirion : eus 1925 betek 1939 hag eus 1954 betek 1976. Unan eus al lec’hioù ar muiañ gweladennet eo e Kembre, gant war-dro 225 000 a douristed bep bloaz. Kalz a savadurioù trell-lagad a zo eno, pa'z eo bihanoc'h o ment eget ar savadurioù boas : evel ur ramz o vale dre gêr en em santer eno.

Notennoù kemmañ

  1. (en) HEADLEY, Gwyn & MEULENKAMP, Wim : Follies: a National Trust Guide, Cape, 1986, p. 156 (ISBN 978-0-2240-2105-0)


Pennad kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.