Porzh-bered Sant-Tegoneg

Porzh-bered Sant-Tegoneg, lec'hiet e Sant-Tegoneg, zo un hollad savouriezh eus an Azginivelezh. Savet e oa bet etre ar XVIvet kantved hag ar XVIIvet kantved.

An iliz Itron-Varia ha Sant Tegoneg kemmañ

Mojenn ar sant patrom kemmañ

Hervez ar vojenn, Sant Tegoneg a zegasas mein eus ar menez da sevel e iliz, gant e garrigell stlejet gant ur c'harv. Taget ha debret e voe al loen gant ur bleiz. Gant ar sant e voe sterniet ar bleiz-se ouzh ar c'harr evit echuiñ al labour.

Ar gador-brezeg kemmañ

Savet e oa bet e 1683.

Ar garnel kemmañ

Ar garnel a oa bet savet etre 1676 ha 1682. Graet ez eus bet ur Bez Santel gant Jacques Lespaignol (pe Lespagnol) etre 1699 ha 1702.

Ar C'halvar kemmañ

Danevellet eo Pasion Jezuz, benet war ar C'halvar meur a voe kroget e 1610.