Pourc'hoad, pe ar Porc'hoed (Porhoët hervez ar stumm ofisiel gallek), zo ur vroig e kreiz Breizh, a bep tu d'ar stêr Oud, adstêr d'ar Gwilun war e lez dehoù.

Ar Porc'hoed e-kreiz Breizh.

Gerdarzh kemmañ

Dont a ra an anv eus ar ger Poutrecoet (pou-tre-koed, « ar vro dre/a-dreuz ar c'hoad »), ur goadeg vras a zo bet eno ha diaes e oa da dreuziñ[1]. Pagus trans sylvam e oa e latin. Troet eo an anv da Porhoët/Pourc'hoad.

Graet e veze an anv-se eus :

Beskontelezh Pourc'hoad kemmañ

Beskontelezh Pourc'hoad zo diazezet war ur berc'henniezh e kornôg kontelezh Roazhon gant ar beskont Eudon (pe Eudes e galleg) meneget e 987 en amzer Konan Iañ. Ur veskontelezh e oa a-benn an XIvet kantved, enni ouzhpenn 140 parrez ha tost da 4 000 km². Kentañ beskont a anavezer e oa Gwethenoc (Gwezhenneg), an hini a savas ur voudenn e Château-Trô (Kastell-Tro?) e kumun Gwiler-Porc'hoed (Guilliers e galleg), a zo anv anezhañ en 1008 en amzer an dug Jafrez Iañ.

E vab Josselin ("Gauzlin") eo an hini a savas kastell Josilin, anv ar gêr en-dro dezhañ. Pa weler ur Brezhon, anvet Gwezhenneg, o lakaat e vab Gauzlin (Josselin), un anv frankek, hag ar mab-bihan Eudon, un anv frankek arall, ha pa ouzer int anvioù eus tiegezh frank ar Rorgonizien, e c'haller soñjal e oant deuet da vout kerent dezho, dre zimeziñ da verc'hed an tiegezh.

Banniel kemmañ

 
Banniel anofisiel.

N'eus banniel ofisiel ebet evit ar Porc'hoed, koulskoude eo bet kinniget unan gant Mikael Bodlore-Penlaez, ne reer ket kalz gantañ avat.

Daveennoù kemmañ

  1. Claude Capelle, Études et recherches gallèses 2 : le gallo et les langues celtiques, 1988
  2. « Mais aucun de ces territoires ne correspond aux limites féodales de la vicomté de Porhoët. » Ils sont fous ces Bretons, Erwan Vallerie, p. 119.