Priñselezh Leiningen

Priñselezh Leiningen ( Fürstentum Leiningen en alamaneg) zo bet ur briñselezh verrbad eus an Impalaeriezh roman santel, en Alamagn, krouet gant an Impalaer santel Joseph II e 1779, aet da get e 1803.

Priñselezh Leiningen.
Abati Amorbach, annez priñsed Leiningen, betek 1803.

An darn vrasañ anezhi zo aet gant Baden-Wurttemberg hag un darnig gant Bavaria.

Yezh kemmañ

Evel kalz anvioù-lec'hioù all damheñvel (en "ingen") e oa bet gallekaet anv Leiningen e Linange.

Istor kemmañ

E 1779 e voe savet konted Leiningen-Dagsburg-Hardenburg da briñsed an Impalaeriezh roman santel, ha Karl Friedrich a deuas da vout "Fürst zu Leiningen". E deroù an dispac'h gall en devoa:

E Mezheven 1793 e voe kemeret Leiningen-Dabo gant Bro-C'hall.

E C'hwevrer 1801, gant feur-emglev Lunéville e voe anavezet ar berc'henniezh c'hall.

E C'hwevrer 1803 e voe krouet ar briñselezh Neuze e voe roet d'ar priñs:

Priñsed kemmañ