Ar Priz Goya (Premio Goya) pe Prizioù Bloaziek an Akademiezh (Premios Anuales de la Academia) zo ur priz roet gant Akademiezhan Arzoù ha Skiantoù Sinematografek Spagn (Academia de las Artes y las Ciencias Cinematográficas de España) da enoriñ an dud eus micher pe metoù ar fiñvskeudennerezh.

Ar priz zo un delwenn arem o skeudenniñ al livour meur Francisco de Goya graet gant José Luis Fernández. An hini gentañ a voe graet gant Miguel Ortiz Berrocal hogen adal an eil e vezont graet gant José Luis Fernández.

An abadenn priziaoua a vez en deizioù diwezhañ miz Genver, pe deizioù kentañ C'hwevrer, ha graet e vez war batrom ar Prizioù Oscar.