Ar Priz Hasselblad (anv klok : Priz luc'hskeudenniñ etrebroadel diazezadur Hasselblad) a zo ur priz hag a vez roet d'ul luc'hskeudenner hag en deus savet oberennoù dibar. Aozet eo gant Diazezadur Erna ha Victor Hasselblad ha krouet eo bet e 1980. Gant Victor Hasselblad e voe ijinet ar mekanik-luc'hskeudenniñ refleks anvet Hasselblad. Embannet e vez anv al loread bep bloaz e miz Meurzh pe e miz Ebrel. Un diplom, ur vedalenn aour ha 500 000 SEK (kurunenn svedat) a vez roet d'an hini aet ar priz gantañ pe ganti. Ne voe deroet priz ebet e 1983, ar bloavezh ma varvas Erna Hasselblad.

Loreidi kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ