The Pussycat Dolls

(Adkaset eus Pussycat Dolls)

The Pussycat Dolls zo ul laz dañserezed ha kanerezed stadunanat savet e Los Angeles (Kalifornia) gant an dañsleurennerez Robin Antin en 1995 evel ul laz burlesque. Ennañ e oa Nicole Scherzinger, Carmit Bachar, Ashley Roberts, Jessica Sutta, Melody Thornton ha Kimberly Wyatt. Berzh a reas da gentañ met buan e savas tabut etre ar merc'hed dre ma veze roet re vras lec'h da Nicole Scherzinger.

Ar Pussycat Dolls e 2005

Goude e klaskas Robin Antin sevel ul laz all, anvet Girlicious, aet da get ivez.

Liammoù diavaez kemmañ

  • Ar Pussycat Dolls o kanañ Sway:

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.