Quintus Gargilius Martialis

Quintus Gargilius Martialis a oa ur skrivagner latin diwar-benn al liorzhañ hag a oa o vevañ en IIIe kantved.

Ofiser e oa ha krediñ a reer eo e anv a zo meneget en un enskrivadur latin evel komandant an armead 260 soudard a varvas en Auzia en Mauretania Caesariensis.
Tammoù bras eus e oberenn (anvet De hortis, a greder), a oa diwar-benn ar gwez hag al legumaj, hag o ferzhioù da bareañ, a zo deuet betek ennomp, evel ul lodenn eus ar Medicina Plinii, un dornlevr dizanv eus ar IVvet kantved, anezhañ un dastumad aozadurioù diwar louzoù tapet eus Naturalis Historiae (xx–xxxii), gant Plinius an Henañ.

Levrlennadur kemmañ