Rachel de Queiroz, ganet d'ar 17 a viz Du 1910 e Fortaleza ha marvet d'ar 4 a viz Du 2003 e Rio de Janeiro, a oa un dramaourez, ur romantourez hag un droourez vraziliat. Skrivet he deus diwar-benn pobl an Nordeste. Lavaret e vez eo Raquel de Queiroz meurañ skrivagnerez Brazil.

Rachel de Queiroz
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBrazil Kemmañ
Anv-bihanRachel Kemmañ
Anv-familhQueiroz Kemmañ
Deiziad ganedigezh17 Du 1910 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFortaleza Kemmañ
Deiziad ar marv4 Du 2003 Kemmañ
Lec'h ar marvRio de Janeiro Kemmañ
TadDaniel de Queiroz Lima Kemmañ
Yezh vammportugaleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetportugaleg Kemmañ
Strollad politikelNational Renewal Alliance Party Kemmañ
Oberenn heverkO Quinze, Memorial de Maria Moura, As Três Marias, Brandão entre o Mar e o Amor Kemmañ
Ezel eusBrazilian Academy of Letters, Ceará Academy of Letters Kemmañ

E 1927 e krogas da labourat evel kazetennerez. E 1930 e voe embannet he c'hentañ romant, O Quinze, deuet da vout ur film[1].

E 1964 e voe anvet da gannadez Brazil er Broadoù Unanet.

E 1969 he deus bet ar Prêmio Jabuti.

E 1977 e voe ar vaouez kentañ degemeret en Academia Brasileira de Letras.

E 1993 e voe ar vaouez kentañ o resev ar Prêmio Camões, ar brasañ priz lennegel roet e portugaleg.

Buhez kemmañ

Rachel a oa merc'h da Marco de Queiroz Clotilde Franklin de Queiroz, kar da José de Alencar.

E 1917, goude ur sec'hor vras, ez eas he zud da chom da Rio de Janeiro ha goude da Belém do Pará, war lez ar stêr Amazon. Daou vloaz goude e oa distro da Fortaleza.

Oberennoù kemmañ

  • O Quinze, romant (1930)
  • João Miguel, romant (1932)
  • Caminho de pedras, romant (1937)
  • As Três Marias, romant (1939
  • A donzela e a moura torta, kronikoù (1948)
  • O galo de ouro, romant (1950)
  • Lampião, c'hoariva (1953)
  • A beata Maria do Egito, c'hoariva (1958)
  • Cem crônicas escolhidas, kronikoù (1958)
  • O brasileiro perplexo, kronokoù (1964)
  • O caçador de tatu , kronikoù (1967)
  • O menino mágico, evit ar yaouankizoù (1969), loreet gant ar Prêmio Jabuti
  • Dora, Doralina, romant (1975)
  • As menininhas e outras crônicas, kronikoù (1976)
  • O jogador de sinuca e mais historinhas, istorioù berr (1980)
  • Cafute e Pena-de-Prata, evit ar yaounkizoù (1986)
  • Memorial de Maria Moura, romant (1992)
  • Teatro, c'hoariva (1995)
  • Nosso Ceará, danevell (1997, a-gevret gant al leanez Maria Luiza de Queiroz Salek)
  • Tantos Anos, emvuhezskrid (1998, a-gevret gant Maria Luiza de Queiroz Salek)
  • Não me deixes: suas histórias e sua cozinha, eñvorennoù bouedoniel (2000, a-gevret gant Maria Luiza de Queiroz Salek)

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ