Radioaktivität (titl orin) pe Radioactivity (Skinoberiegezh) a zo ur ganaouenn alamanek/saoznek savet gant Ralf Hütter (1946-), Florian Schneider (1947-) hag Emil Schult (1948-) evit ar strollad sonerezh elektronek alaman Kraftwerk a oant izili anezhañ.

Kraftwerk,
luc'hskeudennet e miz Meurzh 1976 (sonadeg dalc'het e Zürich).

Enrollet e voe ar ganaouenn e 1975 e Studio Kling Klang (hini prevez ar strollad) e Düsseldorf, hag embannet e miz Here, a-gevret gant an unnek sonenn all eus an albom Radio-Aktivität.

Kregiñ a ra Radioaktivität gant un dalmadenn ingal damheñvel ouzh trouz arouezius ur c'honter Geiger hag ar ger "radioactivity" skignet dre al lizherenneg Morse a-raok da bozioù ar ganaouenn bezañ kanet gant Ralf Hütter, en alamaneg hag e saozneg.
Ne reas ket berzh bras, panevet e Bro-C'hall ma teuas a-benn da vezañ renket da seizhvet.

Selaou Radioaktivität/Radioactivity... kemmañ

Daoust ha ma kan Kraftwerk "Radioactivity Discovered by Madame Curie" ("Skinoberiegezh Kavet gant an Itron Curie") ez eo gant ur fizikour gall all — Henri Becquerel (1852-1908) — ma voe kavet dre zegouezh, e 1896, anadenn fizikel ar skinoberiegezh tra m'edo-eñ o labourat war dreistastreluc'hañ an halioù uraniom. En abeg d'al labourioù talvoudus-se e voe roet ar vMedalenn Rumford dezhañ e 1900.
Kendalchet e voent gant Marie Curie (1867-1934) hag he gwaz Pierre (1859-1906) hag hi an hini eo a reas gant ar ger "skinoberiegezh" evit ar wech kentañ. Rannet e voe Priz Nobel ar Fizik etre an tri skiantour e 1903[1].

Lenn ar gerioù... kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ